Clydno Eidyn
Clydno Eiddin a oa ur roue brezhon en hanternoz Enez Vreizh, er vro anvet Hen Ogledd e kembraeg, er VIvet kantved.
E skridoù zo eo kontet da vout mab da Cynfelyn ap Dyfnwal Hen, roue Alt Clut, met e Bonedd Gwŷr y Gogledd eo mab da Cynwyd Cynwydion. Hervez e anv e c'hallfe bezañ bet roue Din Eidyn, pe hini Mynyddog Mwynfawr, div rouantelezh vrezhon e reter an Hen Ogledd.
Istor ha hengoun
kemmañUr mab en devoa, anvet Cynon ap Clydno Eidyn, hag en danevell Culhwch ac Olwen en devoa ur verc'h anvet Eurneid ivez. Hervez Bonedd y Saint, eo e verc'h Euronwy a oa mamm da sant Grwst, sant paeron Llanrwst e hanternoz Kembre.
Hervez Llyfr Du'r Waun, e vefe bet lazhet Elidir Mwynfawr en "Aber Meuhedud" en Arfon, hag e vefe bet tud eus an Hen Ogledd, en o zouez Clydno Eidyn, Nudd Hael, Mordaf Hael ha Rhydderch Hael, o kas un arme da Arfon da gaout o dial, met trec'het e voent gant Rhun ap Maelgwn Gwynedd, roue Gwynedd.
E vab Cynon
kemmañUr mab da Clydno, Cynon fab Clydno, a zo meneget er varzhoneg Y Gododdin evel unan eus ar vrezelourien vrezhon a emgannas ouzh an Angled en Emgann Catraeth hag an hini nemetañ chomet bev.
Unan eus brezelourien ar roue Arzhur e vije bet hervez ar vojenn a zamweler en Trioedd Ynys Prydein.
En oberennoù all e lenner e oa orgedet Cynon ouzh Morfudd, merc'h da Urien Rheged. Meneget eo ivez er Mabinogion, e Iarlles y Ffynon. Ur garantez divarvel zo savet etre Morfudd ha Cynon fab Clydno, pezh a ziskouez e oa ur gontadenn-bobl diwar-benn an daou zen yaouank a oa anavezet er Grennamzer.
Levrlennadur
kemmañ- Peter C. Bartrum (1993) A Welsh classical dictionary (Levraoueg Vroadel Kembre)