Kêr-benn rouantelezh vrezhon Strat Clut (pe Rouantelezh Strathclyde) er Grennamzer e oa Alt Clut, anv kozh brezhonek (pe predenek, mar karer) kêr Dumbarton, e Bro-Skos, war lez hanternoz ar stêr Clyde. E Strat Clut e oa Sant Kentigern o chom er VIvet kantved, hag eus Alt Clut e oa Sant Gweltaz, ar paotr yaouank a eas da Gembre da vanati Llanilltud Fawr, hag ac'hano da Vreizh goude.

Ar stêr Clyde dirak Kastell Dumbarton, ma oa Alt Clut
Lec'hiadur Dumbarton
Kêr Dumbarton hag ar c'hastell en diadreñv
Kastell Dumbarton e 1800

Evit Dumbarton a zo saoznekadur an anv gouezelek Dùn Breatainn, da lavarout eo torgenn ar Vrezhoned. Hiziv e vez lavaret Dumbarton Castle pe Dumbarton Rock eus kreñvlec'h Alt Clut, ur c'hastell all, savet diwezhatoc'h, hag a chom dismantroù anezhañ a-us da gêr Dumbarton[1].

Adalek Oadvezh an Houarn, met a-raok c'hoazh moarvat, e oa ul lec'h a bouez. Tud ar c'hornad a rae kenwerzh gant an Impalaeriezh Roman. Kentañ roud skrivet eus annezerien ar vro avat a zo en ul lizher gant Sant Padrig d'ar roue Ceretic Alt Clut, e dibenn ar Vvet kantved.
Adal ar Vvet kantved betek an IXvet kantved e oa kreiz rouantelezh dizalc'h Strat Clut. Anaout a reer ar roue brezhon Riderch Hael eus Alt Clut er VIvet kantved, ha kaoz zo anezhañ e mojennoù norsek. Marzhin ar strobineller a chomas ur pennad en e lez, hervezo.
E 756 e voe arsailhet ha kemeret Alt Clut gant Pikted hag arme roue Northumbria unanet. Un toullad deizioù goude e voe adkemeret o c'hêr-benn gant Brezhoned Strat Clut.
A-benn 870 e oa dastumet en Alt Clut un toullad Brezhoned a oa en o c'hreñvlec'h hag o c'hêr-benn. Pevar miz e voe ar Vikinged o lakaat seziz war Dumbarton ha trec'h e voent pa c'halljont troc'hañ an dour. Distreiñ a reas ar roue Olaf da gêr Dulenn e 871, gant daou c'hant lestrad sklaved ha teñzorioù. Emglev a reas Olaf gant Constantine I, roue ar Skoted, hag Artgal Alt Clut.

Moarvat ec'h echuas amzer an dizalc'hted gant marv Owen Voal, pa grogas tierniezh Kenneth mac Alpin da ren er c'hornad.

E Bro-Skos ar Grennamzer e teuas Dumbarton da vout ur c'hastell a bouez. Eno e oa annez ar roue David II, mab da Robert the Bruce. Gantañ e oa e wreg yaouank Joan of The Tower, goude ma voe trec'het Skosiz en emgann Halidon Hill e-kichen Berwick-upon-Tweed e 1333.

Stad ar c'hastell hiziv

kemmañ

Hiziv ne chom netra eus kêr-benn Alt Clut, ha nemet gwall nebeut a dra eus ar c'hastell krennamzerel. Gwelout a c'haller mogerioù eus ar XVIIvet ha XVIIIvet kantved, a ziskouez pegement a boan zo bet kemeret da glask aozañ difennoù en ul lec'h ha ne glot ket gant ezhomm hon amzer.

Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ

Skeudennoù

kemmañ