Comité flamand de France

kevredad gouiziek gall


Poellgor flamank Frañs zo ur gevredigezh c'hall hag a zo gouestlet, evel kevredigezh ouiziek, d'ar studi, da wareziñ ha da skignañ ar sevenadur flamank e Flandrez Frañs, war dachenn ar yezh, al Lennegezh hag an istor. Diazezet e oa bet e Dukark gant Edmond de Coussemaker d'an 10 a viz Ebrel 1853 dindan an anv gallek Comité flamand de France.[1]. Vlaemsch Comiteit van Vrankryk, eo bet badezet e flandrezeg gant ar barzh flamank Prudens van Duyse.[2]

Comité flamand de France
kevredad gouiziek, ti-embann
Tachenn obererezhioùdeskadurezh uhel Kemmañ
Deiziad krouiñ10 Ebr 1853 Kemmañ
Anv ofisielComité flamand de France Kemmañ
Anv berrCFF Kemmañ
Tachenn labourIstor Flandrez, lennegezh flamank, Westhoek, flandrezeg, Flandrez Frañs Kemmañ
Den e penn an aozadurprezidant ar Poellgor flamank Frañs Kemmañ
Testenn ar ger-sturMoedertael en Vaderland Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Furm lezennelkevredigezh lezenn 1901 Kemmañ
Lec'h diazezDukark Kemmañ
Sez sokialHazebroek Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.comiteflamanddefrance.fr/ Kemmañ

Oberiant eo bepred hiziv an deiz, ar pezh a ra anezhañ unan eus kevredigezhioù gouiziek koshañ Bro-C'hall. E Hazebroek e vez meret gant ar poellgor ul levraoueg arbennikaet ma vez miret ha bodet an holl embannadurioù dezhañ hag al levrioù rannvroel. Karget eo ivez da verañ dastumadoù ar mirdi Jeanne Devos e Wormhout.

Notennoù

kemmañ
  1. Raymond de Bertrand (1859). in Société dunkerquoise pour l'encouragement des sciences, des lettres et des arts: Mémoires de la Société dunkerquoise pour l'encouragement des sciences, des lettres et des arts, Monographie de la rue David d'Angers à Dunkerque – Comité flamand de France (in fr), Dukark : Typographie Benjamin Kien. 310–316 p. 
  2. Prudens van Duyse (1854). "Aen 't Vlaemsch Comiteit van Vrankryk". Annales du Comité flamand de France 1853

Liammoù diavaez

kemmañ