Corentin Jean Carré

Corentin Jean Carré a oa bet ganet er Faoued d'an 9 a viz Genver 1900, hag eñ bidoc'hig en un tiegezh a nav bugel.

Ar maen-koun e bourk Ar Faoued

Diskouez a reas ar paotrig bezañ barrek war ar studioù. Ma erbedas e vestr-skol anezhañ ouzh tailhanter e gêr e 1912. Bureviad an hini e oa eta pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e dibenn miz Gouere 1914. Daoust ma oa c'hoant bras gantañ ne voe ket evit mont d'an talbenn, da-heul e dad, o vezañ ma ne oa nemet pevarzek vloaz d'ar mare-se.

E miz Ebrel 1915 e kemennas d'e dud en devoa graet e soñj da guitaat Bro-C'hall da vont da Suamerika. E gwirionez ez eas da bPau (Basses-Pyrénées d'an ampoent-se) hag, eno, ec'h enrollas en arme dindan anv faos un den bennak (Auguste Duthoy) bet ganet d'an dek a viz Ebrel 1897 e Rumigny (Ardennes). Prientet ha c'hoariet mat e oa bet e daol gantañ dre ma ouie ne oa ket tu da wiriañ tra ebet peogwir e oa ar barrezig-se en takad bet aloubet gant al lu alaman : e-touez yaouankañ soudarded ar Brezel-bed kentañ e voe eta, hag eñ pemzek vloaz !

Kaset e voe d'ar 410vet rejimant troadegiezh da zeskiñ e vicher nevez a soudard a-raok mont da Champagn d'an 20 a viz Here 1915. D'ar 15 a viz Du e reas anadaougezh da vat gant ar fozioù-difenn gall, nepell diouzh Le Mesnil-lès-Hurlus (Marne). Anvet e voe da gorporal d'ar 25 a viz Genver ha da serjant d'an 19 a viz Mezheven 1916 (goude bezañ bet gloazet un nebeud deizioù kent). En hanternoz da Reims eo e tapas ar Groaz-brezel, bet paket ur prizoniad gantañ d'ar 15 a viz Du, bloaz war-lerc'h ma voe en em gavet war an talbenn.

Da-geñver ur prantad-diskuizh hag en devoa kaset en e barrez c'henidik, e miz Eost 1916, en devoa komprenet n'halle ket padout e saviad gwall bell : evit na vije ket diskoachet ar voualc'h war he neizh, ret e oa bet dezhañ disklêriañ ur gumun all estreget hini Ar Faoued, e-lec'h na oa ket bet ganet Auguste Duthoy, sañset. Setu ma tivizas skrivañ d'e goronal oc'h anzav e anv hag e oad gwir dezhañ, kement-mañ d'an 29 a viz Kerzu. E-lec'h ar c'hastiz a oa engortoz da bakañ e kinnigas e benn bagad ma vije anvet da adjudant kerkent ha d'ar 1añ a viz Genver 1917 ! Evel-just e kavas abeg ar velestradurezh arme e kement-se ha goulenn groñs a reas gant an adjudant yaouank ma vije dilezet e rez nevez gantañ a-raok adenrollañ evel...soudard. Ar pezh a voe graet d'ar 7 a viz C'hwevrer e Chalons-sur-Marne dindan e anv gwirion ar wech-mañ. Padal, diwar goulenn dalc'hus e goronal ec'h adtapas e c'haloñsoù a adjudant tri miz diwezhatoc'h.

D'ar c'houlz-se an hini eo e c'houlennas bezañ kaset d'an aerlu : kuitaat a reas an arme-zouar da vat e dibenn miz Mezheven 1917. E Dijon (Côte-d'Or) hag en Étampes (Seine-et-Oise d'ar mare-se) da-heul eo e teskas ar vicher a levier-chase, bet tapet e vreved gantañ d'an 3 a viz Here (war-lerc'h ur staj e kamp Avord (Cher).

Anvet e voe da vont d'ar skouadrennig SO 229 [1], ha hi staliet e Lemmes (Meuse). Mont a reas da Anaon d'an 22 a viz Meurzh 1918 en ospital an arme Souilly (Meuse) [2] goude ma voe taolet d'an traoñ e garr-nij gant ar c'hanolierezh alaman (war a seblant) d'an 18 a viz Meurzh[3] : oadet e oa a drivec'h vloaz hepken. Douaret eo e bered soudarded Rembercourt-aux-Pots (Meuse).

Dioueliet e oa bet ur maen-koun e kreiz-kêr Ar Faoued d'ar 7 a viz Mae 1939 da zougen bri dezhañ.

Roet eo bet e anv d'ur straed d'e barrez c'henidik (hag e Pondi ivez) kement ha d'ar skolaj publik lec'hel.

Dave ha notennoùAozañ

  1. Diwar anv ar Sopwith Camel, un nijerez hemolc'h saoz bet lakaet e pleustr e miz Mezheven 1917
  2. Marvet evit Bro-C'hall - E fichenn
  3. Koskor aerlestrel milourel - E fichenn