Cribrarula cumingii

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cribrarula cumingii
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cribrarula
Anv skiantel
Cribrarula cumingii
(G. B. Sowerby I,1832)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cribrarula cumingii a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin betek ral a-walc'h diouzh an isspesadoù a vev er Meurvor Habask e Polinezia an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1832 dindan an anv genad Cypraea.

Roet eo bet an anv en enor da Hugh Cuming, dastumer a vro Saoz (1791-1865)[2],[3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula cumingii bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea cumingii (Linnaeus, 1758) anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Isspesadoù

kemmañ

Daou isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :

  • Cribrarula cumingii astaryi Schilder, 1971 a vev e Gwalarn Polinezia, anv roet en enor da Dr. J.C. Astary eus Gwened.
  • Cribrarula cumingii compta (Pease, 1860) a vev e Polinezia.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin divoutin betek ral a-walc'h diouzh an isspesadoù a vez kavet an aliesañ war an aod bev betek 25–30 m donder war an aod kouralek dindan bloc'hadoù koural bras.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 21 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm pe ramz betek 30 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask e Polinezia.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 24 a viz Meurzh 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 24 a viz Meurzh 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567602(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)