Cryptocypraea dillwyni

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cryptocypraea dillwyni
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cryptocypraea
Anv skiantel
Cryptocypraea dillwyni
(Schilder,1922)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cryptocypraea dillwyni a zo ar spesad nemetañ a vez renket er genad Cryptocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev er Meurvor Habask ar c'hreiz an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Schilder e 1922 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea dillwyni[2],[3].

Roet eo bet anv ar spesad dillwyni en enor da L. W. Dillwyn, dastumer kregin a vro Saoz (1778-1855).

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cryptocypraea dillwyni bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea dillwyni (Schilder, 1922) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Erosaria dillwyni (Schilder, 1922) hervez Lorenz & Hubert[3].

Isspesadoù

kemmañ

N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin divoutin a vez kavet war an aod vev betek 40 m donder dindan koural war tachennoù ar resif bev an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 11 mm ha 13 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz betek 17 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Spesadoù all tost o livioù pe ment evel Annepona mariae pe Erosaria bernardi .

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask ar c'hreiz.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530887(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 26 a viz Meurzh 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530993(en)
  3. 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)