Ur sant brezhon e oa Cynllo er Vvet kantved, er Hen Ogledd. Mab e vije, a-hervez, da Mar (pe 'Mor') ap Ceneu ap Coel Godebog (Coel Hen) ha dre se unan eus an dud "Coeling", diskennidi da g-Coel Hen, evel Llywarch Hen. Hervez dihelloù all e vije bet breur da sant Teilo.

E Kembre ez eus div gêriadenn anvet Llangynllo:

E Powys emañ Pistyll Cynllo, feunteun brudet e Llanbister.

Er Grennamzer e oa sant kantrev Maelienydd, hini Rhaeadr Gwy (Cwmwd Deuddwr)ha hini Llangoedmor e Ceredigion.

Tra ne ouzer eus e vuhez, pe dost. Meneg zo eus 'Weddi Cynllo' er varzhoneg "Dyhuddiant Elffin", lakaet war gont Taliesin. Aet e vije da Vreizh gant Sant Cadfan. Lidet e vez d'an 8 a viz Eost.

Levrlennadur

kemmañ
  • T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000).
  • Patrick K. Ford (gol.), Ystoria Taliesin (Caerdydd, 1992)