Llangynllo zo ur gêriadenn vihan, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter Powys. Emañ en hanternoz da gêr Llandrindod hag er c'hornôg da Dref-y-clawdd ha harzoù Bro-Saoz. Redek a ra an Afon Llugwy dre ar gêriadenn.

Kreiz kêriadenn Llangynllo

Hervez a gonter e voe savet an iliz gant Sant Cynllo. Meur a feunteun vurzhudus zo er barrez, en o zouez Ffynnon Lwli, Pistyll Cynwy ha Ffynnon Haearn.

Ur porzh-houarn zo e Llangynllo.

E 2011 e oa 369 a dud o chom e kumuniezh Llangynllo hag 28 anezho a oa kembraegerien (7,7%)[1].

Percy Benzie Abery

Notennoù kemmañ

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .