Dañvad lanneier Breizh

Deñved lanneier Breizh a vez graet eus an deñved a veze kavet e Breizh-Izel, dreist-holl, hag un tammig e Breizh-Uhel (betek Loudieg, Ploermael, Redon ha Savenneg). Deñved bihan du int, disheñvel-tre diouzh deñved kornôg Bro-C'hall, ha tost da re Kembre ha Bro-Skos. Kavet e veze stankik pa oa ledan c'hoazh al lanneier hag ar brugeier er vro.

Bagad deñved lanneier Breizh o peuriñ en ti-feurm l'Alinière e Brec'heg, Il-ha-Gwilen

Diskrivadur

kemmañ

Bihan-tre eo an dañvad-mañ, gant un nebeud diforc'hioù ment hervez ar c'horn-bro. Hiziv an deiz ne chom nemet re Eusa ha re paludoù ar Brugeier e Bro-Gwerrann. Anavezet eo hini Eusa evel bihanañ dañvad ar bed, met e gwirionez e veze kavet deñved ken bihan war an douar-bras ivez.

Du, gell ha louet (gant an oad) e oa an deñved e kornôg Breizh. E Breizh-Izel e veze kavet ur meskaj etre re Breizh ha re kornôg Bro-C'hall, hag int mesket da vat gant gouennoù o tont eus lec'h all abaoe pell. Dougen a ra ar par kerniel, bras-kenañ e lec'hioù 'zo (evel en Eusa), pe bihanoc'h e lec'hioù all (evel e Gwerrann). A-wechoù ez eus parezed gant kerniel bihan ivez, rouez eo bremañ met boutin e oa betek an XVIIIvet kantved.

Anvioù hengounel

kemmañ

Graet e veze "Dañvad al lann", "Dañvad ar brug", "Dañvad an tevennoù", "Dañvad Du Breizh"... anezhañ.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.