Daimyo (japaneg : 大名 [daimʲoː] daimyō) a oa titl aotrouien c'halloudus japanat, etre an Xvet kantved ha penn-kentañ ar Marevezh Meiji e-kreiz an XIXvet kantved. Bez' e oant e penn tachennoù bras, fiziet enno dre hêrezh. Ar-re se a oa sañset bezañ suj d'ar shogun ha dre hengoun d'an impalaer ha d'ar c'huge (rummad brientinien e lez an impalaer). Ar ger dai (大) a dalvez kement ha "ledan", ha myō zo berradur myōden (名田) evit ober anv eus "douaroù prevez".

Daimyo
karg, titl noblañs
Iskevrennad eusAotrou, bushi, ofiser Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Stumm benel an dikedenndaimyo Kemmañ
Stumm gourel an dikedennداي-ميو Kemmañ
Enebet ouzhshōmyō Kemmañ

Padus e oa bet ar renk eus ar shugo eus ar Marevezh Muromachi betek ar Marevezh Sengoku ha dasorc'h an daimyo er Marevezh Edo, met gant kefridioù ha rolloù disheñvel hervez an amzer istorel. Ar memes tra eo a-fed orin an daimyo : reoù klannoù daimyo, dreist-holl ar re Mōri, Shimazu hag Hosokawa, a oa skourroù bihanoc'h eus familh an impalaer pe a oa diskennidi kuge, padal reoù daimyo all a oa bet samouraied enoret, dreist-holl er Marevezh Edo.

An daimyo a implije ar samourai evit derc'hel o douaroù, ha gopret e vezent gant boued pe gant douaroù roet dezho en eskemm ouzh o servij, rak darn eus an daimyo a oa re baour evit o goprañ gant arc'hant. Echu e voe gant marevezh an daimyo goude an Adsavidigezh Meiji : e 1871 e voe lakaet reizhiad ar prefedelezhioù da dalvezout, ha talvezout a ra c'hoazh hiziv an deiz.