Daouverkadur
Er yezhoniezh e vez implijet an termen daouverkadur (saoz: double marking) evit komz eus yezhoù ma vez staget ken ouzh spisaerien hag ouzh penn ur frazenn merkoù morfologel hag a dalvez da diskwel al liammoù kevreadurezhel etre elfennoù ar frazenn.
Ral a-walc'h e vez implijet seurt merkoù doubl en un doare sistematel gant yezhoù ar bed, met kavet e vez gwezh a gwezh all e yezhoù zo evel da skouer evit merkañ ar genitivel gant daou anv strizh (anvet belirtili tamlama) e turkeg pa vez merket ar perc'henner gant merk ar genitivel keit ha ma vez merket ivez ar perc'hennad gant ul lostger kevatal d'an anv-gwan perc'hennañ e brezhoneg, da skouer:
- anne "mamm",
- annesi "he mamm" pe "e vamm",
- Ayşenin annesi "Mamm Ayşe".