Pennmerkadur
Er yezhoniezh e vez implijet an termen pennmerkadur (saoz: head-marking) evit komz eus yezhoù ma vez staget ouzh penn ur frazenn merkoù morfologel hag a dalvez da diskwel al liammoù kevreadurezhel etre elfennoù ar frazenn.
En euskareg da skouer e vez implijet lostgerioù renk-ouzh-renk evit displegañ ar verboù en un doare liesgourel:
Zuk asko dakizu. zuk asko dakizu "c'hwi/te"-ERGATIVEL "kalz" "hen-oar-ez" "Goût a rez kalz"/"Goût a rit kalz"
Arazo hau ikuserazi digute. arazo hau ikuserazi digute "kuden" "-mañ" "gwel-"KAOSUZ "hen-ober-dimp-ent" "Lakaat a rejont ac'hanomp da welet ar gudenn"