Er yezhoniezh e vez implijet an termen spisaermerkadur (saoz: dependent marking) evit komz eus yezhoù ma vez staget ouzh spisaerien kentoc'h evit ouzh penn ur frazenn merkoù morfologel hag a dalvez da diskwel al liammoù kevreadurezhel etre elfennoù ar frazenn.

Ur skouer splann eo ar japaneg ma vez merket hogozik pep elfenn er frazenn evit diswel pehini eo he ferzh kevreadurezhel er frazenn (rener, tema, renadenn...) keit ha ne vez ket merket ar verb evit diskwel gour, an niver nag ar jener an arguzennoù ma ra dave oute, da skouer:

"Tresañ ul livadur a reas an arzour."
画家 描いた
gaka -ga e -o kaita
arzour -RENER livadur -RENADENN EEUN tresas

Ur mont-en-dro heñvel a gaver e yezhoù all evel an tchekeg, al latin, ar spagnoleg hag an alamaneg.

Gwelit ivez:

kemmañ