Deiz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An deiz eo ar c'houlzad etre ar sav-heol hag ar c'huzh-heol (pe "serr-noz"), etre div noz, da lavaret eo prantadoù teñvalijenn. E-pad an deiz e weler sklaer ha luc'hus eo an oabl abalamour da c'houloù an Heol. Kemmañ a ra padelezh an deiz hervez ar c'houlz-bloaz hag al lec'h war an douar. Keit ha 6 miz e c'hall padout an deiz e daou benn an Douar.
Dre astenn eo an deiz (pe an devezh) un deiz hag un noz asambles, met ar c'houlzad a zo etre un eur resis hag ar memes hini er memes lec'h d'an antronoz (d'an deiz a zeu goude an noz). Ar seurt koublad deiz ha noz a vez implijet pa lavarer eus seizh deiz ar sizhun.
Unvezioù deiz
kemmañUn unvez amzer eo an deiz ha pa n'emañ ket er SI e vez implijet asambles gantañ. Talvezout a ra 86 400 eilenn hag div arouezenn a ya gantañ: j (arouezenn c'halleg diwar jour) pe d (arouezenn etrebroadel diwar al latin dies)[1].
An deiz heolel eo ar c'houlzad ma'z eus ezhomm d'an Douar evit ober un dro pa vije posupl e welout a-ziwar an Heol, mod-all eo ar c'houlzad a zo etre daou dremenad an Heol lerc'h-ouzh-lerc'h a-blom d'ar memes hedred. E-barzh ar c'houlzad-se ez eus troiadur an Douar war he ahel koulz hag e dremen a-hed e orbit. Dre emglev ez eus 24 eur e-barzh pep deiz eus zero eur betek hanternoz (hemañ a zo e 24 eur koulz hag en eur zero eus an deiz war-lerc'h).
E-barzh ur bloaz (ur bloavezh) ez eus 365 pe 366 deiz (devezh).
An deiz steredel eo ar c'houlzad ma'z eus ezhomm d'an Douar evit ober un dro pa vije posupl e welout a-ziwar ar stered nesañ ha tremenadoù ur steredenn lerc'h-ouzh-lerc'h e hedred ul lec'h bennak. Talvezout a ra un deiz steredel evit 23 eur 56 munutenn.
Deizioù ar sizhun
kemmañSeizh deiz zo er sizhun en deiziataerioù julian ha gregorian :
Koulzadoù an deiz
kemmañSellet ivez
kemmañLiammoù
kemmañDaveoù ha notennoù
kemmañDeizioù ar sizhun |
Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |