Deux-Nèthes (Twee Nethen e nederlandeg) zo anv un departamant gall eus Belgia etre 1795 ha 1814. Savet e oa an anv diwar div vrec'h ar stêr Nete ( Nèthe e galleg). Hiziv emañ an douaroù-se dre vras e proviñs Antwerpen

Savet e voe an departamant pa voe staget kreisteiz an Izelvroioù (Belgia hiziv) ouzh Bro-C'hall, diwar lodenn hanternoz dugelezh Brabant.

Pa voe staget rouantelezh an Izelvroioù e 1810 e voe kresket an departamant gant douaroù kornôg ar pezh zo hiziv Noord-Brabant en Izelvroioù, en-dro da gêr Breda.

Antwerpen e oa ar pennlec'h.

Arondisamantoù ha kantonioù e 1812

kemmañ

Roud e Bro-C'hall

kemmañ

Un hent-dall zo e Pariz (en 18-vet arondisamant) a zo anvet impasse des Deux-Nèthes abaoe ar 1añ a viz C'hwevrer 1877.