An Erge-Vihan : diforc'h etre ar stummoù

kumun kozh Penn-ar-Bed
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''An Erge-Vihan''' a oa ur barrez eus eskopti Kerne gwechall, er c'hreisteiz da Gemper. Ur gumun e oa etre 1790 ha 1960. Ul lodenn eus kumun Kemper eo abaoe 1960. ''Erge Art...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Gou 2011 da 14:54

An Erge-Vihan a oa ur barrez eus eskopti Kerne gwechall, er c'hreisteiz da Gemper. Ur gumun e oa etre 1790 ha 1960. Ul lodenn eus kumun Kemper eo abaoe 1960.

Erge Arthmael eo anv kentañ ar barrez-se, krouet gant sant Arzhel er 6vet kantved. Da vare an Dispac'h gall e teuas da vezañ ur gumun anvet "Ergue-Armel". Etre 1795 ha 1799 e oa pennlec'h ur c'hanton a oa ennañ kumunioù an Erge-Vihan, an Erge-Vras ha Sant-Evarzeg.

Kastell Lanniron, lec'h annez eskibien Kemper e-pad an hañv, a oa en Erge-Vihan.

Jean-Marie Déguignet, bet embannet e eñvorennoù gant An Here, a oa bet o labourat douar eno e-pad 15 vloaz.

E 1960 e oa bet krouet Kemper vras dre vodañ kumun gozh Kemper gant kumunioù tro-war-dro : Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz.