Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn nevez : thumb|right|220px|''La Procession du cheval dans Troie'', gant [[Giambattista Tiepolo|Tiepolo]] [[Image:Troj... |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 28 Eos 2011 da 01:02
Istor marc'h Troia zo unan eus ar re vrudetañ eus Brezel Troia, danevellet e meurgan Latin Virgilius an Aeneis, hag ivez gant Dionisios , ar Pseudo-Apollodoros ha Quintus Smyrnaeus. C'hoarvez a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odisseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.
Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.
En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.
Mammennoù
- Pseudo-Apollodoros, Epitome (V, 14 ha passim) Lenn enlinenn;
- Hyginius, Fablennoù (CVIII) Lenn enlinenn;
- Quintus Smyrnaeus, Heuliad Homeros (XII) Lenn enlinenn;
- Trifiodoros, Kemeredigezh Troia Lenn enlinenn;
- Virgilius, Aeneis (II, I) Lenn enlinenn.
Levrlennadur
- Marcel Detienne, Jean-Pierre Vernant, Les ruses de l'intelligence, la Mètis des grecs, Flammarion, 1974.