Kastell Lanniron : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Krouadur ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 30 Her 2019 da 15:59

Kastell Lanniron eo bet annez-hañv eskibien Kerne e-pad bloavezhioù. Lec'hiet eo war gumun Kemper.

Er XVvet kantved, an Aotrou Rosmadeg en doa lakaet sevel e Lanniron annez-hañv eskibien Kerne, ur maner karrez e beder zourell.

E dibenn ar XVIIvet kantved, an aotrou Koedlogon a lakaas sevel ul liorzh mod Frañs diouzh doare hini Versailhez, gant leurennoù, balioù, oglennoù hag un orañjerez.

Da vare an Dispac'h Gall e oa bet gwerzhet an domani evel mad broadel. E 1822 e oa bet adprenet gant un denjentil saoz hag en doa lakaet sevel, e plas ar maner, un demeurañs mod Italia gant talbennoù tric'hornek ha porchedoù.

Park ar plant, 46 devezh arat ennañ, a zo bet lakaet war roll ar Savadurioù Istorel, ha gallout a reer e weladenniñ.