Amen /amɛn/ (hebraeg : אָמֵן, Modern : amen, Tiberian : ʾāmēn ; gresianeg : ἀμήν amen ; arabeg : آمِينَ‎, ʾāmīna; "Ra vezo evel-se ; e gwirionez") zo un diskleriadenn gadarnaat a gaver da gentañ en Tanac'h ha da c'houde en Testamant Nevez. Implijout a reer an dro-lavar-se er Yuzevegezh, er Gristeniezh hag en Islam evit echuiñ pe respont d'ur bedenn. Gallout a ra bezañ implijet gant tud zo war ar pemdez evit diskouez emaint a-du krenn gant un dra bennak, pe dre fent.

« Amen » en arabeg.