Ar Charente zo ur stêr hag a red e kornôg Bro-C'hall betek ar Mor Atlantel. 360 km hed zo dezhi. Emañ hec'h eienenn e-kichen Rochechouart e departamant an Haute-Vienne hag en em deurel a ra er mor e-kichen Rochefort.

Ar stêr e Tonnay-Charente.

Roet he deus hec'h anv da zaou zepartamant gall, ar Charente hag ar Charente-Maritime.