Un hudourez c'halloudus e oa Kirke (Henc'hresianeg : Κίρκη Kírkê). Merc'h e oa da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Perseis. C'hoar e oa da Aietes ha da b-Pasifae, ha moereb eta da v-Medeia, un hudourez veur all.

Kirke o kinnig ur banne da Odysseüs, gant John William Waterhouse.
Tilla Durieux evel Kirke,
livadur gant Franz von Stuck.

En Odysseia Homeros evel e Theogonia Hesiodos en he c'hinniger evel un doueez, hag e De natura deis Cicero memes tra.

Ar vojenn kemmañ

Kaoz anezhi zo e kan X an Odysseia : o chom e oa en enez Aiaia, en ur palez e-kreiz un digoadenn, e-touez bleizi ha leoned hag a oa tud troet e loened. Eno e tegemeras Iason ha Medeia, nizez dezhi (merc'h da Aietes), goude muntr Absyrtos.

Hervez ar barzh Dionysos Miletos e oa Kirke merc'h da Aietes hag Hekate, doueez an hudouriezh. Dimezet e vije da roue ar Sarmated, a voe kontammet ganti.

Kalz a vugale he dije bet digant doueed a bep seurt. Hervez al levr Dionysiaka, gant Nonnos Panopolis, e oa mamm da Faunos (Faunus ar Romaned) a oa Poseidon e dad.

Displegadur ha martezeadenn kemmañ

 
Treuz-erc'h, marteze ar moly.

Istorourien zo a soñj gante ec'h eo ur skeudenn an troadur e moc'h, pa oa kontammadur antikolinergik[1].

An azonoù eo : koll an eñvor ha gweledigezhioù.

Deskrivadur ar moly a glot gant an treuz-erc'h, ur vleunienn ag ar vro. Diwarni e teu metabolitoù a ya a-enep al louzoù enepkolinergik.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

Gwelout ivez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.