Lizheregouriezh[1] a reer eus studi ar yezh diwar ar mammennoù dre gomz ha dre skrid : keñveriet e vez ar skridvarnerezh, an istor hag ar yezhoniezh, en ur deurel evezh bras d'ar gerdarzh)[2],[3],[4].

Ul levr lizheregouriezh (1969)

Al lizheregouriezh klasel a studi ar yezhoù klasel. Hec'h orin a zeu eus Levraoueg Pergamum ha Levraoueg Alexandria[5] a-c'houde ar IVe kantved kt JK, kenderc'het gant an Henc'hresianed hag a-hed an Impalaeriezh roman. Adkavet hag adstudiet e voe e-kerzh an Azginivelezh, kent ma voe heuliet gant studiañ yezhoù Europa (germaneg, yezhoù keltek), euraziat (slavek, h. a.), aziat (arabeg, perseg, sanskriteg, sinaeg, h.a.), hag afrikat (egipteg, yezhoù nubiek, h.a.). Lod studioù a ra gant keñveriadur an holl yezhoù indezeuropek.

Al lizheregouriezh a gengreiz war an diorren istorel (diellfenn treadegel) eo en dargemm gant ar yezhoniezh rak ar bouez war an dielfenn treadegel lakaet gant Ferdinand de Saussure.

Daveoù kemmañ

  1. Geriadur Vallée p. 556
  2. SAUSSURE, Ferdinand de : Writings in general linguistics, Oxford University Press, 2006 (ISBN 9780199261444)
  3. SAUSSURE, Ferdinand de : Ecrits de linguistique generale, Paris : Gallimard, 2002 (ISBN 9782070761166)
  4. PEILE, John (1880) : Philology, Franklin Classics, 2018 (ISBN 978-0-342-74776-4)
  5. HALL, Frederick William (1968) : A Companion to Classical Texts, Biblio Life, 2009{{ISBN|978-1-110-72774-2]]