Rambo: First Blood Part II

Rambo: First Blood Part II pe Rambo II a zo ur film niñvek a orin Amerikan sevenet gant George Pan Cosmatos, er bloavezh 1985. An eil tamm ez eo d'an heuliad filmoù awenet gant an dudenn John Rambo. Haroz ar film a zo c'hoariet gant Sylvester Stallone.

John Rambo

Istor ar film kemmañ

Kregiñ a ra Rambo II just war lerc'h an hini gentañ Rambo: First Blood. Kaset ez eo bet an haroz d'an toull-bac'h me ar c'horonal Trautman e ez ofisour ha kamalad bev nemetañ a ginnig dezhañ un hent evit mont d'ar frankiz ur c'hefridi risklus da vat: Distreiñ er Vietnam ha degas prouennoù d'eus ar brizonidi Amerikan bac'het gant lu an Norzh Vietnam.

Rambo II an digoll kemmañ

Anat ez eo Rambo II un doare digoll ha diskargañ spered an Amerikaned a-fed koll brezel Vietnam o welet John Rambo o lazhadegañ degadoù a soudarded norzh vietnamian e-unan evit saveteiñ e genvreudeur bac'het ha jahinet.

Ul lod a zo propaganda enep-komunour a-grenn (ar Brezel Yen a zo c'hoazh d'eus outi) o welet soudarded an URSS deuet da harpañ dindan un doare dismegañsus lu norzh Vietnam hag o vezañ lazhadeget aes hag eeun gant Rambo. Kement-mañ o kavout e uhelañ gant an emgann biñsaskell etre Rambo hag ur Bell UH-1 Iroquois "Huey" Amerikan kozh o talañ al letanant-koronal Rusian Podovsky en e Mil Mi-24 Hind kalz modernoc'h.

 
Bell UH-1 Iroquois "Huey" e brezel Vietnam

Rambo II en heuliad filmoù kemmañ

Rambo II n'eo ket nemet ur film oberiant dudius hag ur film propaganda enep komunour memes ma z'eo darn e gefridi. Ar film a ro tro ivez evel film kentañ an heulienn Rambo: First Blood da zegas ar gaoz war poanioù dru an ez soudarded Amerikan bet implijet gant o kouarnamant evel ostilhoù ha dilezet hep damant goude brezel Vietnam.

Degas a ra ivez ar gaoz war ez soudarded brezel Vietnam o vezañ digomprenet pe gwallgaset gant pobl Amerika ha war ar brizonidi brezel Amerikan laosket da vont da anaon e kampoù-bac'h Vietnam.

Un doare kentel ez eo a-berzh aozour ar film etrezek an arvesterien.

Echuiñ a ra ar film gant ar gaoz 'se etre ar c'horonal Trautman ha John Rambo:

"- Met petra fell dit, Rambo ?

- Pezh fell din? Ar pezh a fell dezho kaout... ar pezh a venn an holl re o deus bet roet o nerzh bouzelloù er vro-se da gaout...

ar c'hoant am eus da vezañ karet gant ma bro kement a ma garan anezhañ..."

 
Soudarded Viet Cong o tougen ur brizoniad brezel Amerika pe POW (Prisoner Of War)

Tro-dro d'ar film kemmañ

  • Ronald Reagan prezidant ar Stadoù-Unanet d'ar mare-se, en deus bet laret o tont 'maez ar sinema: « Ma sav ur gudenn gant Amerika gouzout a reomp bremañ piv gervel! »
  • Rambo a implij a-galz an arm M-60 un arm implijet a-wir e-kerzh brezel Vietnam

Heuliad filmoù Rambo kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ