Tomoyuki Yamashita (山下 奉文 Yamashita Tomoyuki), ganet d'an 8 a viz Du 1885 ha lazhet d'an 23 a viz C'hwevrer 1946, anvet ivez Tomobumi Yamashita, a oa ur jeneral e tirlu Lu Impalaeriezh Japan e-pad an Eil Brezel-bed.

Yamashita Tomoyuki en Osaka e 1940

E penn aloubadeg Malaya ha Singapour, deuet e oa brav gantañ o aloubiñ an daou lec'h e-doug 70 devezh. Hervez ar c'hentañ ministr saoz Winston Churchill, e oa bet graet eus an aloubadennoù-se "worst disaster" hag "largest capitulation" en istor milourel ar Rouantelezh-Unanet. Abalamour d'e obererezhioù ampart, Yamashita a oa bet lesanvet "the Tiger of Malaya". Pelloc'h er brezel e oa bet fiziet ennañ difennerezh Filipinez diouzh an nerzhioù lu stadunanat ha filipinat. Daoust ma oa o koll douaroù, dont a reas a-benn memestra da zerc'hel ul lodenn eus Luzon betek kodianidigezh Japan e miz Meurzh 1945.

Kodianidigezh ar Jeneral Yamashita d'an 2 a viz Gwengolo 1945

Goude ar brezel, Yamashita a oa bet barnet evit torfedoù brezel sevenet gant e nerzhioù lu e-pad prantad difennerezh Filipinez e 1944. Ar prosez a voe unan burutellet garv, Yamashita a voe lakaet kiriek da obererezhioù mantrus e nerzhioù lu hep ma ne vefe prouenn ebet e vefe bet kelaouet eus kement-se. Ouzhpenn-se darn eus an torfedoù brezel a oa bet sevenet gant nerzhioù lu na oant ket dindan e urzhioù. Un diaz nevez a oa bet savet a-fed Gwir: ar penn brezel a zo kablus eus torfedoù ar soudarded izeloc'h evit e renk dre ar fed ne vefe ket furchet gant ar penn brezel evit gouzout hiroc'h ha talet ouzh outo. Graet eo hiziv-an-deiz c'hoazh "the Yamashita standard" eus kement-mañ. Yamashita a voe kondaonet d'ar marv en desped da reuz gant ofiserien Kevredet a oa sabatuet gant ar barn. Krouget e voe e 1946.

Ar prosez kemmañ

Reizhegezh ar prosez graet buan-ha-buan a oa bet burutellet garv. Betek tud arbennikaet war ar Gwir evel Frank Murphy, en doa klemmet war meur a lodenn teknikel eus ar prosez: degemer prouennoù diasur-tre, ha dre vras ar vank a labour gwirion gant an ofiserien a rene al lez-varn. Da skouer, prouennoù anat ne oa ket Yamashita ar penn uhelañ war an holl bagadoù lu er Filipinez, a oa bet nac'het da vezañ diskouezet e-pad ar prosez.

 
Bodadenn lez-varn Yamashita. Eus an tu kleiz d'an tu dehoù: Major Jeneral Leo Donovan, Brigader Jeneral Morris C. Harwerk, Major Jeneral Russel B. Reynolds, Brigader Jeneral Egbert F. Bullens, hag ar Major General James A. Lester

Ar prokulor war an torfedoù brezel Allan A. Ryan en devoa embannet sklaer e oa dre urzh ar Jeneral MacArthur ha pemp jeneral all, gant lez-varn uhel Stadoù-Unanet Amerika, e oa bet lakaet Yamashita d'ar marv evit ar pezh a ao bet graet gant e soudarded hep urzh nag asant ha memes hep en gouzout. Hervez daou lez-varn uhel stadunanat disentez e oa bet graet eus ar varnadenn "a trial a miscarriage of justice, an exercise in vengeance, and a denial of human rights".