Tregeiriog zo ur gêriadenn e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ e Dyffryn Ceiriog, e-kichen an Afon Ceiriog, war an hent etre Glynceiriog ha Llanarmon Dyffryn Ceiriog. E kumuniezh Ceiriog Ucha emañ.

Tregeiriog

Emgann Crogen a c'hoarvezas e-kichen Tregeiriog e 1165, pa voe trec'h Kembreiz Owain Gwynedd war arme ar roue Herri II (Bro-Saoz).

Eus Tregeiriog e oa Richard Jones Berwyn, unan eus trevadennerien gentañ ar Wladfa e Patagonia.