Divwerzenn
Un divwerzenn zo ur barzhoneg, pe un darn eus ur barzhoneg, gant div werzenn.
Krennlavaroù zo a zo anezho divwerzennoù:
- Re gravat a boazh,
- Re brezeg a noaz.
Er c'hatekiz e veze klasket deskiñ Gourc'hemennoù Doue e stumm divwerzennoù:
- Un doue hepken a adori
- Ha dreist pep tra a gari.
Un doare da aesaat an deskiñ eo an divwerzennoù, evel an teirgwerzennoù hag ar pedergwerzennoù ivez.
Barzhoniezh vrezhonekAozañ
Un doare eeun da werzaouiñ eo an divwerzenn. An doare-se a gaver er sonioù kozh, hag er sonioù da zañsal, e brezhoneg.
Gant gwerzennoù eizhsilabennekAozañ
Kalzik a sonioù kozh a grog evel-hen:
- Selaouit holl 'ta, selaouet
- Ur son a zo nevez savet.
Ar re-se neuze a zalc'h da vont gant divwerzennoù.
Gwerz Ker Is, lakomp zo savet evel-se:
- Petra 'zo nevez e Kęr Is
- Ma'z eo ken drant ar yaouankiz,
- Ma klevan-me ar binioů,
- Ar vombard hag an telennoù?
Gant gwerzennoù trizeksilabennekAozañ
- Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet
- An istor eus ma daeloù ha ma foanioù kalet.
E yezhoù allAozañ
- E saozneg eo doare Chaucer er c'h-Canterbury Tales, er Grennamzer, hini John Dryden er XVIIvet kantved ha hini Alexander Pope en XVIIIvet.
- E galleg e kaver an doare-se da ober e gwerzennoù al lennegezh klasel, pe ar c'hoariva klasel, gant Corneille ha Racine, pe gant tud evel Boileau:
- Ce que l'on conçoit bien s'énonce clairement,
- Et les mots pour le dire arrivent aisément. (Boileau, Art poétique, Kan I)