Gwerz Kêr Is

(Adkaset eus Gwerz Ker Is)

Gwerz Kêr Is zo ur werz vrezhonek, savet gant Olier Souetr, eus Plourin-Montroulez, war-dro kreiz an XIXvet kantved.

Ar werz

kemmañ

Petra 'zo nevez e Kęr Is
Ma'z eo ken drant ar yaouankiz,
Ma klevan-me ar binioů,
Ar vombard hag an telennoù?

E Kêr Is n'eus netra nevez,
Met an ebatoù 'vez bemdez,
E Kêr Is n'eus nemet traoù kozh,
Hag an ebatoù 'vez beb noz.

Bodennoù drez zo diwanet,
E dor an ilizoù serret,
Ha war ar baourien o ouelañ,
E hiser ar chas d'o drailhañ.

Ahes, merc'h ar Roue Gralon,
Tan an ifern en he c'halon,
Er penn kentañ deus an diroll,
A gas ar gêr d'he heul da goll.

Sant Gwenole gant kalonad,
Zo bet meur a wech 'kaout he zad,
Ha gant truez an den doue,
A 'n deus lavaret d'ar Roue

"Gralon, Gralon, lakaet evez,
D'an disurjoù a ren Ahez,
Rak tremenet 'vo an amzer,
Pa skuilho doue e gonner".

Hag ar Roue fur spouronet,
D'e verc'h en deus bet kelennet ;
Met diskaret gant ar gozhni,
N'eus mui an nerzh da stourm outi.

Ha skuizh gant rebechoù he zad,
Evit mont deus e zaoulagad
En deus graet gant drouksperejoù,
Ur pales kaer tost d'ar sklujoù.

Eno, gant heh amouroujen,
Ema fenoz an abadenn,
Eno, en aour hag en perlez,
Evel an heol a bar Ahez.

Meur a werz zo bet awenet gant ar vojenn, meur a zanevell ivez.

  • E 1846, e Barzaz Breiz, e oa bet embannet ur werz anvet Livaden Geris, hag adembannet e 1867 ha 1883.
  • E 1850 e vefe bet embannet skrid Olier Souetr war follennoù-nij, a-raok bezañ dastumet en ul levr e 1862.
  • E 1862, e Bleuniou Breiz, ur werz anvet Ar Roue Gralon ha kear Is.
  • E 1889, ur werz e Chansons et danses des Bretons.
  • E 1935, un danevell anvet Santez Dahud, gant Roparz Hemon.
  • Er gelaouenn SAV, niverenn 19 (nevez-amzer 1941), Y. an Diberder ha Y. ar Go (e sin d'ar mare) a embannas un adstumm dindan an titl "Gwerz ar Roue Gralon ha Kêr-Iz", 62 goublad ennañ ; ha c'hoazh, laosket eo bet a-gostez koubladoù sellet e-giz « eur greskadenn ». Kinniget eo er mod-mañ : « O veza na gaver ket stank ken, bremañ, gwerz Kêr-Iz, hag o veza ivez eo bet dislivet eun tamm war Bleuniou Breiz ar bloaz 1889, e lakaomp amañ, da heul, ar werz vrudet, n'eo ket henvel-tre ouz hini Olier Souvestr, hogen heñvel-mil ouz an hini a veze gwerzet gwechall e pardoniou Kerne, e kreiz ar Meneziou Du. »
  • E memes niverenn ar gelaouenn, an daou skrivagner a embannas un danevell anvet "Enezenn Iz goueledet er mor". Lusket eo ar skrid gant arroudennoù eus ur « gwerz koz ar Grenn-Amzer » (sic, ha netra resisoc'h), da skouer :

Chanchet eou quys da Ys, ha gardys punysset.
N'en deus ty, na castell, na tourell rebellet :
Enhy, bras na bihan, unan nen deus manet…
An mor so dygoret, dyredet do mettou...

  • Er memes danevell ar skrivagnerien a venegas ivez ur varzhoneg nevesoc'h a vefe digant ul Laurans Richou (deiziad ebet) :

Gwenole, ma niz mat, assistañs dre ho kras !
Pedit Doue 'vidoun, evit m'en em dennin
Demeus ar mor glas mañ, rak emaoun o veuzin !

Sklaer a-walc'h eo e felle d'an daou skrivagner diskouez peger kozh ha kreñv e-touez ar Vretoned ar c'hredennoù diwar-benn Kêr Is, feuket ma 'z int bet gant ar "Santez Dahud" embannet gant Roparz Hemon e 1935.

  • Implijet eo bet an tem meur a wech gant Abeozen :
    • 1940 : div varzhoneg, "Galv da Briñs ar C'hornog Aour" (bet notennaouet gant Jef ar Penven) ha "Maronad Dahud" (a gaver en dastumad "Kan ar Spered hag ar Galon", Mouladurioù Hor Yezh, 1983) : Dahud e-giz arouez an harzerezh ouzh prezegennachoù kañvaouus ar venec'h kristen.
    • embannet e 1955 en Al Liamm, un danevell hanter komz plaen ha hanter gwerzennoù, "Nedeleg Ker Iz" : un adlenn politikel broadelour hag etrekeltiegour eus an dodenn... kinniget evel un hunvre... (adembannet en dastumad "Pirc'hirin Kala-Goañv", Al Liamm, 1986).

Kanerien

kemmañ

Kanet eo bet gant meur a ganer hengounel, Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, ha Denez Prigent en o zouez.

War an ton-se e vez kanet meur a werz all, evel "Gwerz Fañchig Kemper", savet e 2017 diwar-benn ar bugel lesanvet Fañch Tildenn.

Liammoù diavaez

kemmañ