Santez Dahud zo un danevell vrezhonek gant Roparz Hemon, embannet e miz Ebrel 1935 e-barzh ar gelaouenn lennegel Gwalarn[1].

Unan deus pennoberennoù Roparz Hemon eo, kontañ a ra mojenn Kêr-Is en un doare disheñvel-krenn : Dahud n'eo ket mui ur briñsez fall met deuet eo da vezañ Santez[2].

Istor Santez Dahud

kemmañ

Kêr Is zo ur gêr e-kreiz ar mor, gwarezet gant mogerioù uhel, unan deus kêrioù kaerañ ha splannañ a zo bet biskoazh e Breizh. E penn Kêr Is ez eus ur roue, anvet Gralon, hag en deus ur verc'h, Dahud, ur gwir santez anezhi.

Dont a ra un den pinvidik da vevañ e-barzh Kêr Is ; abalamour d'e arc'hant e vo cheñchet ar vuhez hag an darempredoù etre tud Kêr Ys. Dahud a vo unan deus ar re ziwezhañ a glasko gwareziñ ene ar gêr diouzh ar cheñchamant bras degaset gant an den pinvidik.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Santez Dahud war Google Books

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Gwalarn niverenn 77, war Institut de Documentation Bretonne et Européenne
  2. Florent Grouin, Deiziataer sevenadurel miz Genver 2023 : Levr Santez Dahud, Brezhoweb, 06/01/2023
  3. Keleier an embann niv. 17, war Kuzul ar Brezhoneg, 2013
  4. Santez Dahud, embannadur Hor Yezh, war Kuzul ar Brezhoneg