Kêr-Is
Kêr-Is, Kêr-Iz, ar Gêr a Iz zo ur gêr vojennel e Kernev hag a vije bet koñfontet gant ar meurvor er Vvet kantved da heul dibalamour ar briñsez Dahud, merc'h ar roue Gradlon.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/25/Submersion_de_la_ville_d%E2%80%99Is_%28Livaden_Geriz%29.svg/250px-Submersion_de_la_ville_d%E2%80%99Is_%28Livaden_Geriz%29.svg.png)
C'hwec'hvet kan Barzhaz Breizh Théodore Hersart de la Villemarqué eo Liñvadenn Gêr Is[1].
Hervez ar skrid koshañ (1636) e vije bet kêr Is e pleg-mor Douarnenez[2] ; meur a lec'h all zo bet kinniget abaoe a-feur ma voe brudet ar vojenn, an darn vuiañ anezho er-maez eus Kernev war-bouez Beg ar Raz ha pleg-mor Gwaien – unan anezho eo Ar Yeoded, en abeg d'an anv moarvat, ha da zismantroù un oppidum a zo bet kavet eno.
Istor « Liñvadenn gêr Is »
kemmañIs e oa kêr-benn rouantelezh Kernev pa oa Gradlon Meur o ren. Gant ur puñs[3] divent e veze diwallet diouzh an aloubadegoù hag ar reverzhioù bras. Un nor guzh a oa d'ar puñs-se, a veze digoret pe brennet diouzh ma troe an traoù ; gant ar roue e veze an alc'hwez aour-se bepred.
Sant Gwenole, kuzulier Gradlon, en deveze poan o kendrec'hiñ ar roue da lakaat termen da emzalc'h diroll ha dizoue ar briñsez Dahud ; diouganañ a reas e vije liñvet Is en abeg dezhi.
D'un noz end-eeun e teuas Dahud da laerezh alc'hwez ar puñs p'edo he zad o kousket, kement-se evit difinañ war un dirolladeg he devoa kaset en enor d'he c'haredig. Pa voe digoret ar skluz ez eas ar mor tre e kêr.
O tec'hel war varc'h e oa Gradlon, e verc'h gantañ war an talier, pa c'hourc'hemennas Gwenole dezhañ divarc'hañ Dahud abalamour ma oa re garget ar jav : « Diabenn an droukspered hag a zo a-dreñv dit ! »[4] Sentiñ a reas ar roue, ha lonket gant an donn e voe ar briñsez.
Abaoe al liñvadenn e vez klevet kleier-galv Is o vrallañ ha Dahud o c'hlac'hariñ pa vez ar reverzhioù brasañ.
Gwrizioù ar vojenn
kemmañKeltiek eo orin mojenn kêr Is, pa vez kanet e Breizh, e Kembre hag en Iwerzhon, pep hengoun o lec'hiañ Is en e vro. Pa gan Breizhiz a-zivout ur puñs ez eo feunteunioù a liñv kêr er broioù all.
Bepred e vez lakaet bugel ar roue – priñs pe briñsez – da atebek war ar reuz, ha bewech e vez kastizet gant an doue kristen, dre veuziñ pe dre dreiñ d'ur vorganez – ar pezh a zo pagan[5].
Ar vojenn skrivet
kemmañ- Kanet e veze mojenn liñvadenn gêr Is a rumm da rumm betek ma voe lakaet war baper e 1636 gant ar Montroulezad Albert Le Grand[6].
- 1839 en he c'haver e kentañ embannadur Barzhaz Breizh, heuliet e 1844 gant Émile Souvestre[7].
- War-dro 1850 e voe savet Gwerz Kêr Is gant Olier Souetr.
- Guy de Maupassant a skrivas un doare e 1882 evit ar gazetenn Le Gaulois[8].
- Bloaz diwezatoc'h, e 1883, e teuas dindan pluenn Paul Sébillot[9]
- Gant Anatole Le Braz e voe kontet ivez e 1893[10].
- En XXvet kantved, e 1926, e voe adkontet mojenn kêr Is gant Charles Guyot[11].
- E 1935, en deus Roparz Hemon skrivet Santez Dahud, un istor disheñvel e-lec'h m'emañ Dahud ur Santez. Adembannet eo bet betek ar pevare embannadur e 1998[12].
Hêrezh
kemmañTec'h ar roue Gradlon • Évariste-Vital Luminais, 1884 Eoul war lien – 200 x 310 cm • Mirdi an Arzoù-kar, Kemper |
Lennegezh
kemmañ- En doare bet skrivet gant Charles Guyot e 1926 e ra dave an darn vuiañ eus an dud pa vez meneg eus mojenn kêr Is.
- (fr) Henri Quéffelec (1962), Tempête sur la ville d'Ys (ASIN : B003X85AGU)
- (fr) Michel Le Bris (1985), Ys, dans la rumeur des vagues (ASIN : B0014JVX1G)
- (en) Poul & Karen Anderson (1986-1988), The King of Ys
- Roma Mater (ISBN 978-0-6716-5602-7) • (fr) (ISBN 978-2-7021-3645-4)
- Gallicenae (ISBN 978-0-6716-5342-2) • (fr) (ISBN 978-2-7021-3645-4)
- Dahut (ISBN 978-0-6716-5371-2)
- Roma Mater (ISBN 978-0-6716-5396-5)
- (fr) Françoise Gange (1992), La ville plus basse que la mer (ISBN 978-2-0806-6120-3)
- (fr) Martial Caroff (2007), Les cinq saisons d'Ys (ISBN 978-2-8436-2347-9)
- (fr) Michel Brosseau (2011), Folie d'Ys (ISBN 978-2-8436-2455-1)
Istorioù evit ar vugale
kemmañ- (fr) Régine Joséphine & Virginie Grosos (2008), Au pays d'Ys (ISBN 978-2-9167-4209-0)
- (fr) Fanny Cheval (2015), La ville d'Ys – Une légende de Douarnenez (ISBN 978-2-3713-3035-1)
Bannoù-treset
kemmañ- (fr) Claude Auclair & Alain Deschamps (1981), Bran Ruz (ISBN 978-2-2033-3409-0)
- (fr) Raquel Alzate & Rodolphe (2013), La ville d'Ys
- La folie Gradlon (ISBN 978-2-2050-5879-6)
- Morgane la Rouge (ISBN 978-2-2050-6630-2)
C'hoariva
kemmañ- (fr) Strollad ar Vro Bagan (1987), Ys la maudite
Levrlennadur
kemmañ- Théodore Hersart de La Villemarqué, Le Barzhaz Breizh, meur a embannadur :
- • Librairie académique Perrin, (1867) 1963, (ISBN 978-2-7071-1241-5)
- • Mouladurioù Hor Yezh, 1988 (ISBN 2-86863-038-3)
- • Coop Breizh, 1999 (ISBN 2-909924-85-8)
- Emmanuel Salmon-Legagneur, Les noms qui ont fait l’Histoire de Bretagne, Coop Breizh/Institut Culturel de Bretagne, 1997 (ISBN 2-84346-032-8) & (ISBN 2-86822-071-1)
- Charles Guyot, La Légende de la ville d’Ys, Coop Breizh, Spézet, 1998, (ISBN 2-84346-101-4)
- Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne (tome 1), Robert Laffont, 1994 (ISBN 2-221-07792-X)
- Abeozenn, « Mojenn Gêr-Iz », Al Liamm, niverenn 194, 1979, pp. 205-213. Ur studiadenn e brezhoneg war ar mojenn.
- Françoise Le Roux & Christian-Joseph Guyonvarc'h, La Légende de la ville d’Is, Ouest-France, 2000 (ISBN 2-7373-1413-5)
- Thierry Jigourel, Merlin, Tristan, Is et autres contes brittoniques, Jean Picollec, 2005, (ISBN 2-86477-213-2)
Notennoù
kemmañ- ↑ Wikimammenn
- ↑ (fr) Albert Le Grand, Les vies des saints de la Bretagne armorique, J. Salaun, Kemper, 1901, p.62 Gallica
- ↑ Pe ur poull azdalc'h ; ur puñs eo er Barzhaz.
- ↑ Barzhaz Breizh, notennoù.
- ↑ C'hoazh ur vojenn geltiek hag a zo bet kristenaet ; gwelit roue Arzhur.
- ↑ (fr) Albert Le Grand, Les vies des saints de la Bretagne armorique
- ↑ (fr) Émile Souvestre, Le Foyer breton
- ↑ (fr) Guy de Maupassant, En Bretagne
- ↑ (fr) Paul Sébillot, Le folklore de France – La mer et les eaux douces
- ↑ (fr) Anatole Le Braz, Les villes englouties
- ↑ (fr) Charles Guyot, La légende de la ville d'Ys, Coop Breizh, 2000 (ISBN 978-2-9037-0807-8)
- ↑ (br) Roparz Hemon, Santez Dahud, Hor Yezh, 1998 (ISBN 2-910699-29-3)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |