Pirc'hirin Kala-Goañv

Pirc'hirin Kala-Goañv zo titl un danevell gant Fañch Elies Abeozen bet embannet e niverenn 12-13 Genver-Ebrel 1949 ar gelaouenn Al Liamm.

Pajenn gentañ golo al levr bet adembannet e 1986

Un dastumad a ugent danevell ez eo ivez, embannet gant Al Liamm e 1969 (hag adembannet e miz Ebrel 1986 ha miz Genver 2000), rannet etre div lodenn :

An danevelloù

kemmañ
  • Pirc'hirin kala-goañv,
  • Rom an Aotrou Person,
  • Marianna Fri Ruz,
  • Julianig an Trebez,
  • Reder-foarioù,
  • Marvet ouzh ar stern,
  • Skraper,
  • Ar gousper,
  • Avel d' ar baotred,
  • Merc'hig an Aelez,
  • Ar breur bihan,
  • Dao d' an Ankou,
  • Tumporell an Ankou,
  • Grit diouzh ma laran,
  • Un danvez-den,
  • Tonton Saig,
  • Ar bastard
  • Kondle ar Flamm,
  • Erôs hag an Ankou,
  • Nedeleg Kêr-Iz.

Troidigezh

kemmañ

Troet eo bet al levr e galleg gant Mikael Madeg hag embannet dindan an titl Le pèlerin de la Toussaint e miz Here 2011 gant An Alarc'h Embannadurioù.