Dwynwen
Ur santez eus Kembre eo Dwynwen, ha bevañ a rae er Vvet kantved, ma varvas war-dro 460. Bep 25 a viz Genver e vez lidet Dydd Santes Dwynwen ("Deiz santez Dwynwen") e Kembre, ma'z eo bet lakaet da santez ar garantez.
Anavezet eo e Breizh ivez, ma reer Douenwenn anezhi. E Plouha, ma veze graet Santez Twina ar Mor anezhi, e veze pedet ar santez ouzh an derzhienn ha pardon a veze d'ar 16 a viz Mae. E Sant-Maloù ivez, ma vez graet Sainte Ouine anezhi, e vez ur foar en hec'h anv etre miz Genver ha miz C'hwevrer.
Ur varzhoneg kembraek gant John Ceiriog Hughes (1832-1887) a ra meneg eus santez Dwynen ; troet eo bet e brezhoneg gant Anatol ar Braz[1]
Mojenn
kemmañUnan eus 24 merc'h ar ri brezhon Brychan a rene e Brycheiniog e oa Dwynwen. Karantez a vage ouzh Maelon Dafodrill, a oa mab d'ur ri all. Dre ma oa ragaozet un dimeziñ all gant he zad avat e nac'has Dwynwen kousket davet Maelon ; savet droug ennañ en he gwallas en ur zegas dezhi "an drougiezh a-wel d'ar bed"[2] kent he dilezel, pa oa-eñ "troet d'ur bloc'had skorn"[2].
Diwar c'hlac'har e tec'has Dwynwen d'ar c'hoadeier ma c'houlennas ouzh Doue he disammañ diouzh he c'harantez ouzh Maelon. Pediñ a eure betek bezañ diviet ken e vanas kousket. Un hunvre a zeuas dezhi : edo oc'h evañ ur remed, met Maelon ivez a evas ivez hag eñ ha treiñ d'ur bloc'had skorn. Goude-se e pedas Dwynwen adarre, evit goulenn tri zra : ma vefe diskornet Maelon ; ma vefe eürus an amourouzien e-pad pell mar karent a-greiz kalon ha ma vefe torret o entan hag o fulor mar re raent ket ; ma chomfe-hi dizimez a-hed he buhez. Roet e voe he goulennoù dezhi, ha da leanez ec'h eas war Enez Mon.
Diwar ar vojenn e voe lakaet da vaeronez an amourouzien e Kembre[3].
Lec'hanvadur
kemmañDiwarni ez eo bet anvet Ynys Llanddwyn ha Porthddwyn war lez ar Menai. Un iliz vihan zo bet savet eno d'ar santez.
En Enez Llanddwyn, tostik da Enez Mon, e weler dismantroù iliz Dwynwen c'hoazh. Eno emañ Feunteun Dwynwen, ma'z eus ur pesk sakr o neuial, ha gantañ e vez diouganet planedenn an amourouzien. Mar berv an dour dirak ar weladennerien o devo karantez ha chañs vad, a gredont.
Er XIVvet kantved e voe gweladennet an enezenn gant ar barzh kembraek Dafydd ap Gwilym. Hennezh a welas ur skeudenn alaouret en iliz, poltred Dwynwen. Goulenn a reas digant ar santez mont da jubennerez etre eñ ha Morfudd, ar plac'h a felle dezhañ gounit, petra bennak ma oa dimezet Morfudd !
Lid broadel
kemmañAbaoe ar bloavezhioù 1960 e vez enoret Santez Dwynwen e Kembre war an ton bras da Zeiz santez Dwynwen (Dydd Santes Dwynwen) d'ar 25 a viz Genver, evel santez an amourouzien ha hini ar garantez, evel ma vez lidet gouel Valentin e broioù zo e miz C'hwevrer. Embannet e vez kartennoù-post, aozet e vez sonadegoù ha baleadegoù er straedoù.
Liammoù diavaez
kemmañ- (br) Pajenn gouestlet da santez Douenwenn war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg
- (br) Dwynwen e-barzh lec'hienn Kalon Plouha
- (en) Diwar-benn Gouel Santez Dwynwen e Kembre: St Fagans National History Museum page on St Dwynwen's Day
- (en) Dechrau Canu, Dechrau Canmol programme notes on St Dwynwen’s Festival
- Dudley programme notes Istor Santes Dwynwen
- (fr) Vie de sainte Dwynwen, Icône et prières
- (cy) Pajenn divyezhek Cadwyn db ar santez.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Baring-Gould, S. ha Fisher, John (1907) : The lives of the British saints (Volume IV); the saints of Wales and Cornwall and such Irish saints as have dedications in Britain, Alpha Edition, 2019 (ISBN 9789353861872)
- (fr) Deshayes, Albert : Dictionnaire des prénoms celtiques, Le Chasse-Marée, 2003 (ISBN 9782914208024)
- (en) Farmer, Davis Hugh : The Oxford Dictionary of Saints, Oxford University Press, 2011(ISBN 9780199596607)
- (en) Spencer, Ray : A Guide to theSaints of Wales and the West Country, Llannerch Press, 1991 (ISBN 9780947992576)
Notennoù
kemmañ- ↑ Feunteun santez Dwinen
- ↑ 2,0 ha2,1 Baring-Gould, 1907.
- ↑ Spencer, 1991.