Dugelezh Saks

Dugelezh Saks (Hertogdom Sassen en alamaneg izel, Herzogtum Sachsen en alamaneg) zo un dugelezh en hanternoz Alamagn, er Grennamzer, hag a badas eus 804 pe war-dro betek 1296. Unan eus ar pemp dugelezh orin alaman eo.
TachennAozañ
En em astenn a rae war zouaroù a zo ivez hiziv e Stadoù Niedersachsen, Nordrhein-Westfalen, Schleswig-Holstein, Sachsen-Anhalt ha lodennoù all eus Sachsen.
IstorAozañ
Bro saozon ar Grennamzer eo, ar bobl a aloubas Enez Vreizh. Trec'het e voent gant Karl Veur e 772, ha sujet d'e impalaeriezh, Frankia, a-benn 804.
Rannet e voe etre div zugelezh: