E-tal ar poull

(Adkaset eus E-tal ar Poull)

E-tal ar poull zo ur pezh-c'hoari brezhonek farsus, en un arvest, skrivet gant Yann-Vari Perrot, hag embannet e Brest e 1928.

Un droidigezh hag un azazadur eo testenn al levrig, savet diouzh ar pezh-c'hoari, La Farce du Cuvier, a voe unan eus ar pezhioù gallek farsus kentañ, savet er Grennamzer. Meneget eo anv ar mouller brestat (Moulerezh ar C'hastell, a oa e chomlec'h 4 straed ar C'hastell, met ne weler anv embanner ebet. Koulskoude, stumm, ment hag endalc'h an embannadenn a c'hell bezañ tostaet ouzh al levrigoù embannet etre 1922 ha 1928 gant Emgleo Sant Iltud, un ti-embann brezhonek[1], krouet diwar atiz Yann-Vari Perrot, renet gant e vignoned ha moullet en ti-moullañ-se.

C'hoariet eo bet meur a wech gant Strollad ar Vro Bagan (gant un titl nevez hag un destenn adwelet) ha gant strolladoù-c'hoariva brezhonek all[2].

Embannadennoù

kemmañ

Oberenn enlinenn

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. An hini kentañ, evit gwir.
  2. Roudoù an abadennoù a zo da gavout war C'hoariva teatr brezhonek
  3. Wikimammenn