Er Reter d'an Heol hag er C'hornôg d'al Loar
Er Reter d'an Heol hag er C'hornôg d'al Loar (norvegeg: Østenfor sol og vestenfor måne) zo ur marvailh norvegat.
E reter an heol hag e kornôg al loar | |
---|---|
Marvailh | |
Anv | Er Reter d'an Heol hag er C'hornôg d'al Loar |
Anv orin | Østenfor sol og vestenfor måne |
Data | |
Rummad Aarne–Thompson |
ATU 425A ("Ober klask d'ar pried kollet") |
Bro | Norvegia |
Embann | Norske Folkeeventyr gant Peter Christen Asbjørnsen ha Jørgen Moe |
Damheñvaladur | Eros ha Psyc'he Ar Goantenn hag al Loen Gwennerc'h ha Rozenn Ruz |
Dastumet e voe gant Peter Christen Asbjørnsen ha Jørgen Moe. Klotañ a ra gant rummad 425A Aarne–Thompson ("klask ar pried kollet"). Graet e vez "Priñs Hat dindan an douar" eus ar stumm svedat. Gallout a rafe dont eus ur stumm damheñvel ouzh "Kupidon ha Psyc'he" en Azen aour, hag a awenas kontadennoù arall evel "Ar Goantenn hag al Loen".
Lakaet e voe el levr The Blue Fairy Book (1890), skrivet gant Andrew Lang .
Istor
kemmañUn arzh gwenn a dostaas ouzh ur c'houer kaezh hag a c'houlennas ma c'hallfe roiñ dezhañ e verc'h yaouankañ; en eskemm e lakay pinvidik an den. Ar verc'h a nac'has ar c'hinnig er penn kentañ, mes he zad a gendrec'has anezhi. He c'has a reas an arzh en ur c'hastell strobinellet . Da noz e troas an arzh en ur gwaz. Hogen biskoazh ne welas-hi anezhañ en e stumm denel peogwir en devoa lazhet ar gouloù a-raok e zonedigezh, ha mont kuit a-raok tarzh an deiz.
Pa grogas ar plac'h bout tapet gant poan he bro e voe aotret gant an arzh distroiñ d'ar gêr tra ma tou ne gomzay ket gant he mamm he-c'hunan, hogen nemet pand eh eus tud tro-war-dro. Degemeret mat e voe ar plac'h gant he ziegezh pand eo degouezhet en-dro, daoust ha felle kreñv d'ar mamm komz ganti o-unan. Ar vamm a zeuas a benn lakaat e verc'h lavar dre vunud petra a oa degouezhet gant ar gwaz edo o kousket en he c'hichen da noz . Ar vamm a eilgerias e c'hallfe an arzh bout un troll, hag e roas ur gantol d'he merc'h o lavar e vefe gwell dezhi lakaat ar gouloù da noz da welet piv edo o kousket ganti, hep skuilhañ koar warnañ.
Ar plac'h a reas ar pezh goulennet gant he mamm hag ur bam e oa dezhi pa welas e oa an arzh ur priñs hollgaer. Karantez he devoe tapet outañ hag e pokas anezhañ en ur skuilhas teir zakenn koar warnañ. Aze e tihunas ar priñs hag e lavaras e oa dav dezhi gortoz ur bloaz a-bezh a-roak e zizoloiñ evit ma c'hallje bout dieub. Mes bremañ e vo dav dezhañ distroiñ d'e lezvamm drouk, ma annez ur c'hastell e reter an heol hag e kornôg al loar, ha dimeziñ gant he merc'h divalav, un troll.
D'ar beure e welas e oa aet diwar well ar c'hastell. Kerkent e yeas da glask ar priñs. En ur dremen ar menezioù e kavas ur vaouez gozh o c'hoari gant un aval aour. Aze e c'houlennas digant ar gozhig ma anaveze marteze e-men emañ ar c'hastell etre reter an heol ha kornôg al loar. Ar vaouez ne c'halle ket he respont, hogen ur marc'h a voe roet dezhi ganti da vont da welet un amezegez a c'hallfe he sikour, hag e roas dezhi an aval aour. En tu-hont d'ar menez emañ an amezegez, hag ur gribell aour a zo ganti. Hi n'anavez ket ar wenodenn davet ar c'hastell naket, mes ur marc'h arall hag he c'hribell a roas d'ar plac'h. Ar marc'h-se a hentas anezhi betek an deirvet maouez ma n'anavez ket an hent kenebeut, mes ur marc'h nevez arall a roas dezhi gant ar rod-nezañ edo o labour gantañ. Davet Avel-ar-Reter e kasas ar marc'h anezhi.
Biskoazh eo bet Avel-ar-Reter er c'hastell e reter an heol ha kornôg al loar, hogen ambroug a reas anezhi da gomz gant Avel-ar-C'hornôg. Hag a-gevret e yejont da welet Avel-ar-Su. Ha gant Avel-ar-Su e kerzhjont davet Avel-an-Norzh evit an hevelep abeg. Avel-an-Norzh a lavaras e oa aet skuizh-marv ur wezh o c'hwezhañ ouzh un delienn d'he c'has davet ar c'hastell-se, mes he ambroug a ray betek al lec'h-se ma fell kreñv dezhi. Mennet bras e oa ar plac'h, ha sed bremañ Avel-an-Norzh hag ar plac'h o nijal a-us ar mor da vont di.
D'ar beure goude bout degouezhet er c'hastell e krogas ar plac'h c'hoari gant an aval aour. O welet anezhi gant an aval e tostaas ar briñsez-troll da lavar dezhi he devoa c'hoant prenañ he aval eviti . Ar plac'h a asantas nemet ma c'hallfe tremen un nozvezh gant ar priñs. Ar briñsez a savas a-du gant an emglev, mes ur bannac'h dramm-hun a reas ha lakaat ar priñs d'e evet. Dibosubl e voe gant ar werc'h dihuniñ ar priñs, hag an hevelep tra zo c'hoarvezet en eil nozvezh pa voe eskemmet ar gribell aour evit un nozvezh ouzhpenn. Mes ar wezh-mañ e voe klevet he hirvoudoù hag he goueloù gant an dud karc'haret er c'hastell. Hag an deiz war-lec'h e tanavelljont ar pezh o devoa klevet d'ar priñs. D'an teirvet noz e savas a-du en-dro ar briñsez-troll evit eskemm an nozvezh gant ar rod-nezañ aour. Hag ar wezh mañ ne voe ket evet an dramm gant ar priñs ha neuze e tihunas pa zegouezhas ar werc'h d'e welet.
Ar priñs a lavaras dezhi penaos e c'hallfe er savetaat: Diskleriañ a ray e timezo-eñ gant hini a c'hallo diverkañ an teir saotrenn koar a zo war e roched, hag aze ne vo ket gallus d'an drolled, evel e vamm-gaer hag he merc'h, gwalc'hiñ anezho. Neuze e c'halvo ar werc'h d'er ober hag hi a c'hallo. Pep tra a dremenas evel ma oa lavaret hag an drolled a darzhas dre ar c'hounnar a savas enno. Torriñ a reas ar strobinell hag ar priñs a c'hallas bale bro d'an deiz en e stumm denel. Dieubet e voe tud ar c'hastell e reter an heol ha kornôg al loar gantañ hag e wreg, ha mont a rejont kuit alese en ur gemer an holl aour hag argant a oa du-mañ.
Skeudennoù gant Kay Nielsen (1914)
kemmañDaveoù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- SurLaLune Fairy Tales, annotated version of East of the Sun and West of the Moon
- East of the Sun and West of the Moon in full length
- Asbjørnsen, Peter Christen (1899). "41 Østenfor Sol og vestenfor Manne", Norske folke-eventyr. Kristiania : Aschehoug.
- East of the Sun and West of the Moon public domain audiobook at LibriVox