Eil lizher d'ar Gorintidi

Daou lizher zo bet kaset gan Paol Tars d'ar Gorintidi a gaver e Testamant Nevez ar Bibl kristen. Implijet e vo amañ 1 Kor evit Lizher Kentañ Sant Paol d'ar Gorintidi ha 2 Kor evit eil lizher Sant Paol d'ar Gorintidi.

Hervez Maodez Glanndour[1], e vefe bet skrivet ul lizher all etre an daou lizher a anavezomp goude « bezañ tremenet dre Gorintoz, gweladenn bet poanius-kenañ evitañ ». Anvet eo gant Paol al lizher-se « al lizher e kreiz an daeroù » (2 Kor 2, 3-9 ha 7, 8-12). Kollet eo bet. Hervez ar « Bible de Jérusalem »[2] e vefe 2 Kor 10-13 un darn eus al lizher e kreiz an daeroù  bet staget ouzh 2 Kor gant ar re o deus strollet skridoù an abostol.

Menegiñ a ra ar « Bible de Jérusalem » ul lizher all anvet gant ar viblourien « rak-kanonek » (so. 1 Kor 5, 9-13), kollet ivez, a c'hellfe bezañ roudoù anezhañ e 2 Kor 6, 14-7, 1.

Kavout a reer e 2 Kor tammoù ne glotont ket gant stil al lizher ouzhpenn. Bez e vefent bilhedoù berr bet lakaet el lizher gan tar re o deus stollet skridoù an abostol.

Piv en deus skrivet al lizher-mañ

kemmañ

Ne gaver arguzenn a-bouez ebet evit soñjal ne vefe ket bet skrivet an destenn gant Paol Tars. Koulskoude tammoù zo a zle dont eus lizheroù all bet staget ouzh al lizher-mañ gant ar re oa deus strollet skridoù an abostol goude e varv.

Pegoulz ha pelec'h e voe skrivet al lizher

kemmañ

« Etre al lizher kentañ hag an eil e seblant Paol bezañ trement dre Gorintoz, gweladenn bet poanius(kenañ evitañ (2 Kor 1, 23- 2,1 ; 12, 14 ; 13, 1-2). Met itrikoù a bep seurt a zo savet en-dro. […] Neuze Poll en deus skrivet eus Efezoz ul lizher kolet evidomp[...]. Titoz a zo aet da welout ar vreudeur ; distreiñ a ra bremañ gant keloù mat. Paol kuitaet gantañ Efezoz goude dispac'h an Orfefourion a skriv eus Makedonia, eus Filipoz mateze, er bloavezh 57, ul lizher leun a uhelder-spered diwar-benn ar ministrerezh abostolek. »[3].

Evit piv eo bet skrivet ? Peseurt kelennadurezh a gaver ennañ ?

kemmañ

Tremenet en devoa Paol un triwec'h miz bennak e Korintoz e-kerzh e eil beaj misionañ goude e c'hwitadenn en Atena. Prezeget en doa er sinagogennoù ha d'ar baganed (50-52 GJK). Krouet en doa ur gumuniezh niverus o vodañ dreist-holl tud eus rummadoù etre hag izel ar gevredigezh[4].

Setu penaos e taolenn Maodez Glanndour ar gêr[5] : « Porzh-mor bras poblet gant tud kemmesket-kenañ, Gresianed, Romaned (soudarded kozh, sklaved frankizet), Reteriz a bep seurt, Yuzevion, e oa Korintoz, kêr-benn Ac'haia ur greizenn a vuhez diroll, kêr-benn an orgederezh er bed kreizdouarel […]. »

Heñvel eo deskrivadur ar « Bible de Jérusalem » hag ouzhpennañ a rae oa ur bern doareoù prederiañ ha relijionoù liesseurt o keveziñ eno.

Ne oa ket aes d'ar gristenien bevañ o feiz nevez eta.

Ouzhpenn e oa dizemglevioù en iliz abalamour da levezonoù a bep seurt ha dizurzhioù en emvodoù-lid, prosezoù etre kristenien dirak lezioù-barn ar gêr...

Skrivañ a reas ul lizher kentañ evit respont da izili eus iliz Korintoz a c'houlenne diskleriadurioù evit lakaat un termen d'ar reuz. Hervez «La Bible de Jérusalem » e vefe bet ul lizher all a-raok. Kollet eo bet.

Etre al lizher kentañ hag al lizher-mañ e seblant Paol bezañ tremenet dre Gorintoz ha kaset eus Efezoz Al lizher e-kreiz an daeroù meneget a-us. Goude bezañ bet keloù mat gant Titoz a-zivout saviad iliz Korintoz e skrivas e 57 GJK moarvat ul lizher « leun a uhelder-pered diwar-benn ar ministrerezh abostolek » hervez Maodez Glanndour.

Kavout a reer e 2 Kor tammoù ne glotont ket gant stil al lizher. Bez e vefent bilhedoù berr bet lakaet el lizher gant ar re o deus stollet skridoù an abostol pe marteze tammoù eus al lizher kollet bet skrivet a-raok 1 Kor.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (br) Troidigezh an Testamant Nevez, eil levrenn, Al Liamm, 1971, p 353
  2. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p 1484
  3. (br) Maodez Glanndour, Digoradur da Lizheroù Sant Paol, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 253
  4. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p 1484
  5. (br) Digoradur da Lizheroù Sant Paol, eil lodenn troidigezh an Testamant nevez, Al Liamm, 1971, p 352