Eliz Iza
Eliz Iza, pe En ti Eliz Iza, pe Elyza, ha meur a anv all c'hoazh, zo ur ganaouenn vrezhonek, eus an XIXvet kantved, hag a oa Plac’hik Eussa an anv orin anezhi pa voe embannet e 1867.
Enrollet ha brudet eo bet gant ar c'hoarezed Goadeg, o devije desket anezhi pe diwar ur follenn-nij pe digant kanerien all. Kaoz zo enni eus Enez Eusa, nemet moarvat ne ouie gwall vat kanerezed Poher petra e oa an anv Eusa, ma voe lakaet un titl damdost da glevet.
Istor
kemmañXIXvet kantved
kemmañ- En 1867 e oa bet embannet Telen Remengol, un dastumad barzhonegoù divyezhek, gant Yann-Vari ar Skourr (1811-1870), hag ennañ « Plac'hig Eusa »[1], er bajenn 76; en e levr e skriv e vez kanet war an ton En deiz kentan deus a viz du tiskenn ar Zaozon en dour du, anavezet ivez evel Marivonik.
XXvet kantved
kemmañ- Kanet e veze gant ar c'hoarezed Goadeg adalek ar bloavezhioù 1950.
- E 1970 e voe kempennet an ton gant Alan Stivell evit e albom Renaissance de la harpe celtique.
- E 1973 eo kanet gant ar c'hoarezed Goadeg en ur sonadeg e Bobino, e Pariz, eilet gant Stivell hag e delenn[2].
- Goude dastumet ar c'han digant Eugénie Ebrel, unan eus ar c'hoarezed Goadeg, e kan Denez Prigent anezhañ gant he merc'h, Louise Ebrel, hag ec'h enroll anezhi en e gentañ albom, Ar gouriz koar, ma'z eo trizekvet ha diwezhañ gwerz ar bladenn.
- E 1994 gant Dao Dezi (kanet gant Denez Prigent[3]).
- E 1994, kanet gant Yann-Fañch Kemener er bladenn Héritage des Celtes;
- E 1995 gant Yann-Fañch Kemener[4], er bladenn Enez Eusa, L'Oz Productions, Coop Breizh,
- Kanet hag enrollet gant Denez Prigent hag ur bagad
- Sonet gant Jakez Pellen en e albom A celtic procession live.
- E 1997, gant Kroazhent en o albom Extraits.
XXIañ kantved
kemmañ- En 2006 gant Wig a Wag : E Ti Lisa, kentañ pezh o albom E Ti Lisa.
- E 2012 gant Pat O'May en e albom Celtic Wings, Keltia Musique.
- E 2016 kanet gant Denez Prigent ha korioù Story of Me gant Masta Ace.
Kanerien
kemmañ- Tri Yann, a gan ar werz, anvet gante Korantenig.
- Yann-Fañch Kemener
Levrlennadur
kemmañ- Jean Pierre Marie Le Scour, Telenn Remengol (La Harpe de Rumengol), 1867, Brest : Lefournier, 1868. 179 p.
Notennoù
kemmañ- ↑ Plac'hig Eusa e levr ar Skourr
- ↑ Elyza amañ, kanet gant ar c'hoarezed Goadeg, eilet gant Alan Stivell o telennañ : [1]
- ↑ Klip gant un tour Eiffel : [2]
- ↑ Kanet gant Yann-Fañch Kemener : [3]