Emgann Bae Fukuda

emgann war vor e 1565 etre portugiz ha japaniz

Emgann Bae Fukuda (japaneg : 福田浦の戦い, Fukudaura no tatakai) a oa bet ar c'hentañ emgann war vor stourmet e 1565 etre Europiz (Portugaled) ha Japaniz.

Emgann Bae Fukuda
Ul "Lestr du" evel reoù Emgann Bae Fukuda
Deiziad 18 a viz Here 1565
Lec'h Bae Fukuda, Nagasaki, Kyūshū
32° 44′ 42″ N, 129° 49′ 30″ R
Disoc'h Trec'h Impalaeriezh Portugal
Brezelekaerien
Klan Masura Portugal
Penngadourien
Matsura Takanoku João Pereira
Nerzhioù
8-10 jonkenn
~ 60 lestr bihanoc'h
Meur a gantad samourai
1 garakenn
1 galion
> 80 moraer
Kolloù
3 jonkenn goueledet
>70 den lazhet
200 den gloazet
8 den lazhet

Ur flodad samourai renet gant an daimyo Matsura Takanobu a oa bet o tagañ daou lest- kenwerzh portugalek a oa chomet hep paouez e porzh Matsura en Hirado hag o devoa kavet gwell mont da borzh Fukuda (Nagasaki hiziv), ur porzh perc'hennet gant an daimyo enebour Ōmura Sumitada. Ar stourmadenn a oa bet ul lodenn eus un heuliad fazioù graet gant ar bortugiz hag a oa o klask ur porzh gant surentez evit o c'harakennoù — lesanvet "listri du"" gant Japaniz — ha setu penaos e oant en em gavet e Nagasaki.

Ar samourai a oa bet trec'het garv gant kolloù uhel a-fed bigi ha soudarded gant ar c'hanolioù ha rediet e oant bet da gilañ.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける