Emgann Cabo de São Vicente
Emgann Cabo de São Vicente zo anv meur a emgann war vor a zo bet dirak Cabo de São Vicente, merventañ beg-douar Portugal hag Europa.
- Emgann Cabo de São Vicente (1337), ma voe trec'h listri Kastilha war re Portugal;
- Emgann Cabo de São Vicente (1641), ma voe trec'h listri Spagn war ur bagad listri portugalat hag izelvroat;
- Emgann Cabo de São Vicente (1681), ma voe trec'h listri Spagn, dindan Markiz Villafiel, war re Brandenburg, dindan Thomas Alders;
- Emgann Cabo de São Vicente (1693), e-pad Guerra dos Nove Anos;
- Emgann Cabo de São Vicente (1719), ma voe trec'h listri Spagn, dindan an amiral Rodrigo de Torres war ur bagad listri saoz dindan Philip Cavendish;
- Ação de 28 de Novembro de 1751, c'hoarvezet dirak Cabo de São Vicente, ma voe trec'h listri Spagn war ur bagad listri eus Aljeria;
- Emgann Cabo de São Vicente (1780), ma voe trec'h listri Bro-Saoz, dindan an amiral George Rodney war re Spagn, dindan Juan de Lángara;
- Emgann Cabo de São Vicente (1797), ma voe trec'h listri Bro-Saoz war re Spagn e-pad an Dispac'h gall;
- Emgann Cabo de São Vicente (1833), ma voe trec'h listri ar rouanez Maria II Portugal war re Miguel Iañ, e-pad Brezel-diabarzh Portugal.