Emglev alaman-ha-latviat
An Emglev alaman-ha-latviat (Feur-emglev da chom hep en em dagañ etre Alamagn ha Latvia, alamaneg : Deutsch-lettischer Nichtangriffsvertrag , latveg:Latvijas-Vācijas neuzbrukšanas līgums) a voe sinet evit dek vloaz d’ar 7 a viz Even 1939 (evel an Emglev alaman-hag-estoniat) etre Alamagn ha Latvia e Berlin (Alamagn). Eskemmet e voe ar peurwiriekadennoù e Berlin d’ar 24 a viz Gouhere 1939 e Berlin ha talvout a reas kerkent.
Enrollet e voe e dastumad an emglevioù gant Kevredigezh ar Broadoù d’an 12 a viz Eost 1939[1].
E balioù a oa mirout ouzh broioù ar C’hornôg hag ouzh an URSS a astenn o beli er vro ha kelc’hiañ Alamagn, ha mirout ivez ouzh an URSS a emellout er brezel da zont etre Alamagn ha Polonia[2].