Emglev alaman-hag-estoniat
An Emglev alaman-hag-estoniat (Feur-emglev anargadiñ etre Alamagn hag Estonia, alamaneg : Nichtangriffsvertrag zwischen dem Deutschen Reich und der Republik Estland, estoneg : Mittekallaletungileping Saksa Riigi ja Eesti Vabariigi vahel) a voe sinet evit dek vloaz d’ar 7 a viz Even 1939 (evel an Emglev alaman-ha-latviat) etre Alamagn hag Estonia e Berlin (Alamagn). Eskemmet e voe ar peurwiriekadennoù e Berlin d’ar 24 a viz Gouhere 1939 e Berlin ha talvout a reas kerkent.
Enrollet e voe e dastumad an emglevioù gant Kevredigezh ar Broadoù d’an 12 a viz Eost 1939[1].
E balioù a oa mirout ouzh broioù ar C’hornôg hag ouzh an URSS a astenn o beli er vro ha kelc’hiañ Alamagn, ha mirout ivez ouzh an URSS a emellout er brezel da zont etre Alamagn ha Polonia[2].
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha dave
kemmañ- ↑ League of Nations Treaty Series, vol. 198, pp.50-53
- ↑ Crampton, R. J. : Eastern Europe in the Twentieth Century and After, London/New york, Routledge,1997, pajenn 105 (ISBN 978-0-415-16423-8) – Lenn en-linenn