Emsav an 2 a viz Even
Emsav an 2 a viz Even (alamaneg :Bewegung 2. Juni) a oa ur strollad anarkour armet en Alamagn ar C'hornôg diazezet e Berlin ar C'hornôg hag a voe oberiant er bloavezhioù 1970. Gant Fritz Teufel eo e voe krouet[1] . D'an 2 a viz Even 1980 e voe divodet.
Istor
kemmañE 1971 e voe krouet an emsav, ha dibabet e voe e anv da glotañ gant an deiziad (d'an 2 a viz Even 1967) ma oa bet lazhet ar studier Benno Ohnesorg gant ur poliser eus Berlin ar C'hornôg, Karl-Heinz Kurras e anv, hag a laboure e gwirionez evit ar Stasi. Lakaat bombezennoù da darzhañ e Berlin eo ar pezh a reas izili ar strollad dreist-holl. Taol pennañ ar strollad a voe skrapañ Peter Lorenz d'ar 27 a viz C'hwevrer 1975. Lorentz en doa lakaet e anv da vezañ dilennet maer Berlin en anv CDU. Pevar ezel eus ar strollad a voe dieubet, ha d'an 3 a viz Meurzh e tapjont ur c'harr-nij da vont da Aden, e Yemen ar Su. En deiz war-lerc'h e voe dieubet Lorentz.
Izili harzet
kemmañA-hed istor ar strollad e voe bec'h etre ar boliserien hag e izili. D'an 29 a viz Meurzh 1972 e voe bac'het Till Meyer goude ur fuzuilhadeg e Bielfield. Da 3 bloaz toull-bac'h e voe kondaonet. E miz Even 1972 e voe harzet Bernhard Braun asambles gant Brigitte Mohnhaupt, ha hi ezel eus RAF. E 1973 e voe harzet Gabi Kröcher-Tiedemann goude m'he dije tennet war ur poliser ha kondaonet e voe da 8 vloaz toull-bac'h. E 1975 e voe unan eus an eizh den dieubet pa voe skrapet Peter Lorenz.[2] E dibenn 1973 e teuas a-benn Inge Viett ha Till Meyer da dec'hout kuit diouzh o zoull-bac'h.[2]
Liammoù a voe etre Emsav an 2 a viz Even ha Rote Armee Fraktion, daoust ma oa anarkour an eil ha marksour egile. D'an 2 a viz Even 1980 e voe divodet ar strollad, ul lodenn eus an izili anezhañ a gemeras perzh e RAF goude-se.
Izili
kemmañ- Michael Baumann
- Ralf Reinders
- Ronald Fritsch
- Georg von Rauch
- Angela Luther
- Till Meyer
- Fritz Teufel
- Gabi Kröcher-Tiedemann
- Verena Becker
- Norbert Kröcher
- Inge Viett
- Gabrielle Rollnick
- Zachary Schwartz
- Berhard Braun
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://web.archive.org/web/20140520221717/http://iweb.tntech.edu/pcampana/germ3520terror.htm P.J. Campana, I-Web
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 http://www.baader-meinhof.com/ R.Huffman, Baader-Meinhof.com