Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Massereau
Anv gallek Île Massereau
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 15′ 15″ N, 1° 53′ 37″ K
Gorread 0,80 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Frozieg
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Massereau (Île Massereau e galleg) zo un enezenn gozh e stêr al Liger, etre Sant-Nazer ha Naoned, e kumun Frozieg, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned.

Tost da ribl kleiz ar stêr (er Su) emañ an enezenn. Muzuliañ a ra 2,2 km a hirder ha 400 m a ledred, gant ur c'horread a 80 ha[1].

Emañ an enezenn gozh-se e "Mirvaoù chaseal ha loened gouez ar Massereau hag ar Migron" hag a vez meret gant Mirva an Arvor ha gant Ofis gall ar Vevliesseurted[2].

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (fr) "Île du Massereau", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
  2. (fr) "Les réserves de chasse et de faune sauvage du massereau et du migron" war lec'hienn ar mirva.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.