Douar Israel
Douar Israel (hebraeg modern : אֶרֶץ יִשְׂרָאֵל Eretz Yisrael ; tiberianeg : ʼÉreṣ Yiśrāʼēl) eo an anv yuzev a roer d'un tiriad n'eo ket sklaer e harzoù e su ar Reter-Nesañ. A-hed ar c'hantvedoù en deus klotet tamm pe damm gant tiriadoù evel Kenaan, an Douar Prometet, an Douar Santel, Palestina en e ster kozh hag Israel ha Palestina modern. Cheñch a ra termenadur e harzoù en Tanac'h ha ne glot ket gant harzoù kozh an Israelited hag ar rouantelezhioù yuzev deuet da heul.
Rann eus | Promised Land, Greater Israel, Land of palestine Studies and Archaeology |
---|---|
Arvez | Jewish history |
Anv er yezh a orin | ארץ ישראל |
Anvet diwar | Jakob |
Kevandir | Azia |
Stad | Israel |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00 |
Lec'h | Southern Levant |
Lec'hiadur | Kreskenn Strujus |
Daveennoù douaroniel | 31°0′0″N 35°0′0″E |
Studiet gant | Land of palestine Studies and Archaeology |
Hervez ar Yuzevegezh ez eo Douar Israel an douar ma vez al Lezenn yuzev an hini bouezusañ ha ne gont ket tiriadoù e-lec'h ma n'eo bet biskoazh an hini bouezusañ. Un tiriad eo hag a oa bet roet d'ar Yuzevien gant Doue hervez an Torah (ha dreist-holl hervez Levr ar C'heneliezh) a gont penaos e oa bet prometet an douar da Abraham evit e ziskennidi.