Erich Kempka (16 a viz Gwengolo 1910 e Oberhausen24 a viz Genver 1975 e Freiberg am Neckar) a voe blenier Adolf Hitler azalek 1934. Ezel niv. 2803 an Allgemeine-SS e voe hag ivez SS-Obersturmbannführer.

Erich Kempka

E vuhez

kemmañ

D'ar 1añ a viz Ebrel 1930 ec'h emezelas Kempka e NSDAP (ezel niv. 225-639). E 1932 e voe e-touez an eizh den a savas an SS-Begleit-Kommando.

Blenier Josef Terboven e voe betek an 29 a viz C'hwevrer 1932. E 1934 e kemeras plas Julius Schreck ha Emil Maurice evel blenier pennañ, mevel ha gward Hitler. Er memes bloavezh e voe test pa voe harzet Ernst Röhm.

Kempka o vleniañ Hitler ha Benito Mussolini e Gwengolo 1937

D'ar 1añ a viz Kerzu 1937 e teuas da vezañ ezel eus Lebensborn. Profet e voe dezhañ un Totenkopfring gant Heinrich Himmler. E 1945 ez eas d'ar Führerbunker asambles gant Hitler.

Sinadur Kempka

Kempka a voe unan eus ar re a rankas deviñ korf Hitler. D'an 30 a viz Ebrel goude kreisteiz e voe goulennet gantañ kavout 200 litrad dour-tan, met ne gavas nemet 180 litrad. Kuitaat a reas ar bunker en deiz war-lerc'h, ha d'an 20 a viz Even e voe tapet gant soudarded amerikan e Berchtesgaden.

E-pad prosezoù Nürnberg e voe goulennet gant Kempka dont da desteniañ peogwir e lavare en doa gwelet Martin Bormann o vervel abalamour d'ur roked eneptankoù bet taolet gant soudarded rusian. Dieubet e voe d'an 9 a viz Here 1947.

Kempka a zalc'has da zaremprediñ izili bet er "Führer-Begleit-Kommando" dre ma'z eas da emvodoù kevredigezh an dud bet er 1añ SS Panzer Korps betek 1974, da lavaret eo ur bloaz a-raok ma varvfe. E eñvorennoù a voe embannet e 1951 dindan an titl Ich habe Adolf Hitler verbrannt (Devet em eus Adolf Hitler). Adembannet e voe al levr e 1975 gant ur rakskrid gant Erich Kern (bet ezel eus Leibstandarte SS Adolf Hitler) dindan an titl Die letzten Tage mit Adolf Hitler (An devezhioù diwezhañ gant Adolf Hitler).

Er sinema

kemmañ

Jürgen Tonkel eo an aktor a c'hoari perzh Kempka er film Der Untergang (2004).

Liammoù diavaez

kemmañ