Josef Antonius Heinrich Terboven, ganet d'an 23 a viz Mae 1898 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Mae 1945, a oa ur penn uhel nazi. Brudet e oa bet evel Reichskommissar Norvegia e-pad dalc'hidigezh ar vro-se gant an Trede Reich.

Josef Terboven
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
LealdedTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJosef Terboven Kemmañ
Anv ganedigezhJosef Antonius Heinrich Terboven Kemmañ
Anv-bihanJosef, Antonius, Heinrich Kemmañ
Anv-familhTerboven Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Mae 1898 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEssen Kemmañ
Deiziad ar marv8 Mae 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvSkaugum Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvdinamit Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargmember of the Reichstag of the Weimar Republic, member of the Reichstag of Nazi Germany, Reichkommisar for the occupied Norwegian territories Kemmañ
Bet war ar studi eLudwig Maximilian University of Munich Kemmañ
Lec'h labourBerlin, Oslo Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Perzhiad eBeer Hall Putsch Kemmañ
Grad milourelObergruppenführer Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed Kemmañ
Ezel eusSturmabteilung Kemmañ
Prizioù resevetGolden Party Badge, Iron Cross Kemmañ
Josef Terboven e miz C'hwevrer 1942

A-raok an NSDAP

kemmañ

Terboven (un anv a orin izelvroek) a voe ganet en Essen, en Alamagn. Ar familh a oa he orin en Izelvroioù. Servijet en devoa er ganolierezh alaman ha goude-se en aerlu e-pad ar C'hentañ brezel-bed. Enoret e voe gant ar Groaz houarn

Tizhet en devoa ar renk a letanant. Goude ar brezel e studias ar Gwir hag ar skiantoù politikel e skolioù-veur München ha Freiburg, d'ar mare-se eo e krogas d'ober politikerezh.

En NSDAP

kemmañ

Kuitaat a reas ar skol-veur e 1923, hag emzelañ en NSDAP gant an niverenn 25247. Kemeret en doa perzh en Hitlerputsch e München. Pa voe lakaet an NSDAP e-maez lezenn, ez eas da glask labour en un ti-bank ; skarzhet e voe e 1925.

Adal ar mare-se ne labouras mui nemet evit ar strollad nazi. Sikour a reas ar strollad d'en em wriziennañ en Essen. Dont a reas da vezañ Gauleiter eno e 1928. Abaoe 1925 e oa ezel eus ar Sturmabteilung ; en aozadur-se en doa tizhet ar renk a Obergruppenführer e 1936.

D'an 29 a viz Even 1934 e timezas gant Ilse Stahl, sekretourez ha mestrez Joseph Goebbels. Adolf Hitler e oa test a enor en dimeziñ. Lakaet e voe Terboven da Oberpräsident er Rheinprovinz e 1935. Eno en em ziskouezas evel un diktatour bihan ha didruez.

E penn Norvegia

kemmañ
 
Terboven (an eil azezet adal an tu dehoù) gant Quisling, Himmler ha Falkenhorst.

Lakaet e oa bet Terboven da Reichskommissar evit Norvegia d'ar 24 a viz Ebrel 1940, tra ma ne oa bet peuraloubet ar vro nemet d'ar 7 a viz Even 1940. Erruet e oa e lojeiz ar familh roueel e Skaugum e Gwengolo 1940 hag en em stalias e Stortinget (savadur parlamant Norvegia) evel lec'h penn.

Terboven n'en doa nemet ur galloud evezhiañ war ar velestradurezh trevour e Norvegia. Ar velestradurezh alaman ne rene ket ar vro end-eeun hag a oa bihan. An aferioù pemdez a oa renet gant melestradurezh Stad Norvegia, e-penn an obererezhioù e oa kuzulva Quisling. Terboven n'en doa galloud ebet war ar 400 000 soudard eus nerzhioù lu Alamagn a oa e Norvegia hag a oa suj d'ar jeneral Nikolaus von Falkenhorst. E penn un nerzh a 6000 den e oa memes tra, 800 anezho o vezañ izili eus ar polis kuzh.

Nerzhioù milourel Falkenhorst, a glaske bevañ gant tud Norvegia en un doare sioul ha seven, Terboven gant un nerzh kalz bihanoc'h a gendalc'he da vezañ diktatour ha garv evel ma oa bet pa oa gouarnour ar Rheinprovinz. Deuet e oa a-benn da vezañ argarzhet kement gant poblañs Norvegia evit gant an Alamanted er vro.

 
Josef Terboven, Vidkun Quisling ha Wilhelm Rediess e 1943.

Pa voe klevet gantañ e oa kodianet an Trede Reich, Terboven a emlazhas d'an 8 a viz Mae 1945 dre emdarzhañ gant 50 kg Dinamit en ur bunker. Marvet eo e-kichen korf an Obergruppenführer Wilhelm Rediess, penn an SS hag an nerzhioù polis e Norvegia, a oa emlazhet gant un tenn pistolenn dres a-raok.

Adkemer er sevenadur

kemmañ

Filmoù

kemmañ