Ernst Kaltenbrunner
Politikour nazi
Ernst Kaltenbrunner, ganet d'ar 4 a viz Here 1903 ha marvet d'ar 16 a viz Here 1946, a oa unan eus pennoù uhel ar Strollad Nazi alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Obergruppenführer (jeneral) er Schutzstaffel (SS), etre Genver 1943 ha Mae 1945 e oa e penn burevioù surentez an Trede Reich ar Reichssicherheitshauptamt (RSHA). Bez e voe an ezel uhelañ eus an SS o vezañ barnet e-pad Prosez Nürnberg. Kondaonet e voe e prosez Nürnberg evit torfedoù-brezel ha torfedoù a-enep an Denelezh ha lakaet d'ar marv dre ar groug.

Ernst Kaltenbrunner e-pad Prosez Nürnberg