Eugénie Le Sommer a zo ur c'hoarierez mell-droad a orin breton ganet d'an 18 a viz Mae 1989 e Grassa (Provañs, Okitania). C'hoarierez etrebroadel eo e skipailh merc'hed ar Frañs, kreizerez-argadiñ he fost dezhi war an dachenn.

Eugénie Le Sommer,
luc'hskeudennet e miz Ebrel 2012.

Lakaet e oa bet da “Sportour Breizh ar bloaz 2011” gant ar gazetenn Le Télégramme.

Bugaleaj

kemmañ

Eugénie Le Sommer, ur c'hoarierez vell-droad evit bro C'hall, ganet d’an 18 a viz Mae 1989. Ganet eo bet e Grassa. Nav a vreudeur ha c'hoarezed he deus. Dilojet he deus Eugénie alies, hag e Pluvergad er Morbihan he deus kroget gant ar vell-droad.

He mamm ne oa ket a-du gant choaz he merc'h, peogwir he doa c'hoariet mell-droad dija en he yaouankiz, hag ur skeudenn fall eus ar vell-droad merc’hed he doa. Neuze e lakaas Eugénie da ober judo d'an oad a bevar bloaz, met cheñch a reas aviz buan. Eugénie a adkavas he breur e skipailh U6 Pluvergad evit he c’hentañ aotreadur d’an oad a bemp bloaz.

Karantez evit Breizh

kemmañ

He zud-kozh oa eus Pluvergad e su Breizh. Tomm-tomm e oa kalon Eugénie ouzh Breizh abalamour m’he deus c'hoariet mell-droad e Breizh pa oa bihan. Lâret he deus ivez e kar Breizh evit « ar mor, an amzer hag ar familh » e-barzh un interview en Oriant.

Remzad a vicher

kemmañ

Kregiñ a reas  gant ar vell-droad e AV Pluvergad, goude se e c’hoarias e Trélissac FC, en AS ar Gerveur e Plañvour hag e FK An Oriant.

Kroget he deus gant ar vell-droad a vicher e 2007 e Sant-Brieg hag he remzad a grog da dapout brud, a-raok bezañ degemeret gant skipailh Lyon e 2010. Goude se he deus gounezet meur a dournamant evel Kib Bro C'hall ha Kevre ar Gampioned merc’hed. Abaoe 2021 e c'hoari er Stadoù-Unanet, en OL Reign.

Eugénie Le Sommer zo ivez ur vaouez pouezus-tre e skipailh Bro-C'hall. Gounezet he deus ur bern tournamantoù evel Kib ar Bed mell-droad merc’hed pe ivez Euro ar merc’hed. Ur C'hoarierez pouezus-tre eo evit Bro-C'hall, lakaet he deus palioù pouezus-tre e-pad he remzad.

Ur vaouez engouestlet

kemmañ

Eugénie Le Sommer a zo engouestlet evit difenn kaoz ar vell-droad merc’hed. Eugénie a stourm evit terriñ ar raksoñjoù diwar-benn ar vell-droad merc’hed. « Perak n’o deus ket ar merc'hed ar gwir da c'hoari mell-droad ? Plac'h pe paotr, ret eo d'ar vell-droad bezañ digor d'an holl dud. Harzoù a chom, ezhomm zo terriñ ar raksoñjoù » emezi[1].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Football : Eugénie Le Sommer, l'idole des filles !, La Nouvelle République, 1 añ a viz Genver 2019