Fyodor Dostoyevskiy

(Adkaset eus Fedor Dostoïevski)

Fyodor Mic'haylovitch Dostoyevskiy (ruseg Фёдор Миха́йлович Достое́вский, treuzskrivet ivez Fedor Dostoievski) a oa ur skrivagner rusian bet ganet e Moskov d'an 30 a viz Here (hervez an deiziadur juluan/11 a viz Du) 1821 ha marvet e Sant-Petersbourg d'an 28 a viz Genver (pe 9 a viz C'hwevrer) 1881. Sellet e vez outañ evel unan eus ar romantourien veurañ eus e amzer. Levezonet en deus kalz skrivagnerien ha prederourien.

Fyodor Dostoyevskiy
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Rusia Kemmañ
LealdedImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denФёдор Михайлович Достоевский Kemmañ
Anv-bihanФёдор Kemmañ
Anv-familhDostoevskij Kemmañ
Patronym or matronymMikhailovich Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Her 1821 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMoskov Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gen 1881 Kemmañ
Lec'h ar marvSant-Petersbourg Kemmañ
Abeg ar marvdrougsant, pulmonary emphysema Kemmañ
Deiziad douarañ pe deviñ31 Gen 1881, 2 C'hwe 1881 Kemmañ
Lec'h douaridigezhTikhvin Cemetery Kemmañ
TadMikhail Andreyevich Dostoevsky Kemmañ
MammMaria Fiodorovna Dostoïevskaïa Kemmañ
Breur pe c'hoarMikhail Dostoyevsky, Andrey Dostoyevsky, Nikolaj Michajlovič Dostoevskij Kemmañ
PriedAnna Dostoyevskaya, Maria Dostoevskaya Kemmañ
BugelLyubov Dostoevskaya Kemmañ
Yezh vammrusianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridrusianeg Kemmañ
ImplijerSaint Petersburg Academy of Sciences Kemmañ
Bet war ar studi eMilitary Engineering-Technical University, Nikolay engineering school Kemmañ
Deroù ar prantad labour1844 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1880 Kemmañ
RelijionRussian Orthodox Church Kemmañ
Kleñveddrougsant Kemmañ
List of worksFyodor Dostoyevsky bibliography Kemmañ
Luskadliterary realism Kemmañ
Ezel eusSaint Petersburg Academy of Sciences Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://fedordostoevsky.ru Kemmañ
Deskrivet drePortrait of Fedor Dostoyevsky Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadStedelijk Museum Kemmañ
Rummad tostCategory:Dostoevsky streets Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Fyodor Dostoyevskiy

Mab ur surjian eus an arme e oa. Goude ur vugaleaj diaes ez eas war ar studi en Akademiezh ijinourezh milourel Sant-Petersbourg hag ec'h echuas isletanant.
Klañv e oa gant droug Sant-Yann abaoe e 26 vloaz. Adalek 1842 e labouras evit ministrerezh an Difenn evel tresour. E 1844 e roas e zilez da'n em ouestlañ d'e romant kentañ, An dud paour, hag ec'h embannas romant Balzac Eugénie Grandet.
E 1849 e voe harzet ha kondaonet d'ar marv abalamour ma oa ezel eus ur strollad frankizour - ar C'helc'h Petrachevsky. D'ar mare diwezhañ e voe digastizet gant an Tsar hag harluet da Omsk en ur prizon siberian, e-doug pevar bloavezh. Echuiñ a reas e gastiz e 1854, hag anvet da ofisour en ur rejimant eus Siberia.
E 1857 e timezas eno gant Maria Dmitrievna Isaieva. E 1859 hepken e voe adroet e ditloù noblañs dezhañ, hag aotreet e voe da embann. E 1860 e roas e zilez eus an arme hag e tistroas da Sant-Petersbourg.
E-pad meur a vloavezh e veajas dre Europa. En em ouestlañ a rae a-zevri da sevel levrioù. Klask a rae gounit arc'hant dre c'hoari met berniañ a reas dle war e chouk. Un temz-spered teñval ha beunek en doa.
E-pad e veajoù e teuas da vezañ ur frankizour entanet evit e vro ha dreist-holl ur brogarour. Dont a reas da vezañ brudet pa zistroas da Rusia e 1871 goude embannadur e oberenn Torfedoù ha kastizoù e 1866, ha hini An Diod e 1868 a zigoras e brantad meurded ma skrivas e oberennoù gwellañ : Ar pried peurbadus (1870), An drouksperedoù (1871) hag Ar vreudeur Karamazov (1880).

En dienez e varvas, met obidoù broadel a voe graet dezhañ.

E oberennoù

kemmañ
 
Fiodor Dostoyevskiy, poltredet gant Vassilij Grigorovič Perov e 1872

N'eus bet embannet nemet ur gontadenn diwar bluenn Dostoyevskiy e brezhoneg : Сон смешного человека Son smeshnogo cheloveka "Hunvre un den lu"[1]

Romantoù

kemmañ
  • (1846) Bednye lyudi (Бедные люди) "Tud paour"
  • (1846) Dvojnik (Двойник. Петербургская поэма) "An Doubl: Ur varzhoneg eus Petersbourg"
  • (1849) Netochka Nezvanova (Неточка Незванова) "Netochka Nezvanova" (diechu)
  • (1859) Dyadyushkin son (Дядюшкин сон) "Hunvre an eontr"
  • (1859) Selo Stepanchikovo i ego obitateli (Село Степанчиково и его обитатели) "Kêriadenn Stepanchikovo"
  • (1861) Unizhennye i oskorblennye (Униженные и оскорбленные) "Ar re izelaet ha kunujennet"
  • (1862) Zapiski iz mertvogo doma (Записки из мертвого дома) "Ti ar re varv"
  • (1864) Zapiski iz podpolya (Записки из подполья) "Notennoù eus danzouar"
  • (1866) Prestuplenie i nakazanie (Преступление и наказание) "Torfed ha kastiz"
  • (1867) Igrok (Игрок) "Ar C'hoarier"
  • (1869) Idiot (Идиот) "An diod"
  • (1870) Vechnyj muzh (Вечный муж) "Ar Gwaz peurbadel"
  • (1872) Besy (Бесы) "Ar re zaonet"
  • (1875) Podrostok (Подросток) "Ar c'hrennard"
  • (1881) Brat'ya Karamazovy (Братья Карамазовы) "Ar vreudeur Karamazov"

Kontadennoù

kemmañ
  • (1846) Gospodin Prokharchin (Господин Прохарчин) "An aotrou Prokharchin"
  • (1847) Roman v devyati pis'mah (Роман в девяти письмах) "Romant e nav lizher"
  • (1847) Hozyajka (Хозяйка) "Ar Berc'hennez"
  • (1848) Polzunkov (Ползунков) "Polzunkov"
  • (1848) Slaboe serdze (Слабое сердце) "Ur galon wan"
  • (1848) Chestnyj vor (Честный вор) "Ul laer onest"
  • (1848) Elka i svad'ba (Елка и свадьба) "Ur wezenn Nedeleg hag un eured"
  • (1848) Chuzhaya zhena i muzh pod krovat'yu (Чужая җена и муҗ под кроватю) "Ar pried gwarizius"
  • (1848) Belye nochi (Белые ночи) "Nozvezhioù gwenn"
  • (1849) Malen'kij geroj (Маленький герой) "Un haroz bihan"
  • (1862) Skvernyj anekdot (Скверный анекдот) "Un istor divalav"
  • (1865) Krokodil (Крокодил) Ar c'hrokodil"
  • (1873) Bobok (Бобок) "Bobok"
  • (1876) Krotkaja (Кроткая) "Ur c'hrouadur jentil"
  • (1876) Muzhik Marej (Мужик Марей) "Ar c'houer Marey"
  • (1876) Mal'chik u Hrista na elke (Мальчик у Христа на елке) "Ar wezenn Nedeleg neñvel"
  • (1877) Son smeshnogo cheloveka (Сон смешного человека); Hunvre un den lu

Ar pemp danevell diwezhañ (1873-1877) a zo lakaet el levr Дневник писателя "Deizlevr ur skrivagner" (1873–1881).

Skridoù all

kemmañ
  • "notennoù goañv war fromoù hañv" (1863)
  • Lizheroù

Liammoù diavaez

kemmañ

Lec'hienn a-zivout Fedor Dostoïevski

Notennoù

kemmañ
  1. Troet diwar ar rusianeg gant André Markowicz ha Yann-Varc'h Thorel, An Treizher, 2006, ISBN 978-2-9137-1203-4.