Feur-emglev Rastatt
Feur-emglev Rastatt, sinet d'ar 6 a viz Meurzh 1714, en doa lakaet fin da Vrezel Hêrezh Spagn. Sinet e oa bet etre Rouantelezh Bro-C'hall hag Arc'hidugelezh Aostria war-lerc'h kendivizoù etre Eugène de Savoie-Carignan (evit Aostria) ha Claude-Louis-Hector de Villars (evit Bro-C'hall), adalek miz Du 1713.
Gant Aostria e chome an douaroù aloubet gant Bro-C'hall war lez dehoù ar Roen, evel Freiburg im Breisgau ha Kehl, an Izelvroioù Spagnol, Sardigna hag an douaroù eus Italia a oa stag ouzh Kurunenn Spagn diagent, evel dugelezh Milano, dugelezh Mantova ha rouantelezh Naplez.
Bro-C'hall a ranke kuitaat an douaroù aloubet ganti war lez dehoù ar Roen, met derc'hel a rae kêr Landau, gant he c'hreñvlec'h. Bez' e oa Landau unan eus ar c'hêrioù eus Elzas a oa bet aloubet gant Loeiz XIV, ha staget ouzh Bro-C'hall gant Feur-emglev Westfalen e 1648.
Skrivet e oa bet Feur-emglev Rastatt e galleg, d'ur mare ma oa ar yezh-se en he barr evel yezh an darempredoù etrebroadel en Europa, tra ma veze implijet al latin a-raok[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Ferdinand Brunot, Les débuts du français dans la diplomatie, Encyclopédie de la Francophonie