Flandrez Frañs
- Evit implijoù all eus ar ger Flandrez, gwelit Flandrez (disheñvelout)
Flandrez Frañs (Frans-Vloandern e flandrezeg ar c'hornôg, Flandre française e galleg, Frans-Vlaanderen e nederlandeg, Flande franchoèse e pikardeg), pe Flandrez ar C'hornôg, a reer eus un tamm eus departamant an Nord a oa ul lodenn eus kontelezh Flandrez gwechall.
Ar vro
kemmañMont a ra Flandrez Frañs d’ober un drederenn eus departamant an Nord. Lille eo ar gêr vrasañ enni. E-touez ar c’hêrioù bras all emañ Douai, Kassel, Dukark, Hazebroek ha Belle (Bailleul). Rannet e vez e daou gorn-bro : ar Westhoek ha Flandrez romanek.
Emañ ar Westhoek, pe arvor Flandrez, etre ar stêr Leie (Lys e galleg) ha Mor an Hanternoz.
Emañ Flandrez romanek er c’hreisteiz d’ar stêr Leie, en-dro da gêrioù Lille ha Douai.
Bevennoù kontelezh Flandrez, da vareoù zo, a yae pelloc’h er c’hreisteiz, gant douaroù en-dro da Valenciennes.
Ar yezhoù
kemmañE Flandrez Frañs e komzer div yezh a-gozh. D’ar mare ma voe ar Franked o vont war-raok war-zu ar c’hornôg hag ar c’hreisteiz e voe diazezet an harzoù etre ar yezhoù germanek ha romanek. Er biz e komzed flandrezeg hag er mervent pikardeg. War-gil eo aet ar vevenn etre ar yezhoù abaoe ar Grennamzer. Hiziv an deiz ne gomzer flandrezeg nemet er Westhoek.
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Akademie voor Nuuze Vlaamsche Tale/Institut de la Langue Régionale Flamande
- Flandrez Frañs (e galleg pe e saozneg)
- De Roepstem (e nederlandeg)
- Cercle Michel De Swaen
- Ghezibde: le wiki des Flandres occidentales et des Ardennes
- Alliance Régionale Flandre-Artois-Hainaut (strollad politikel)